Levr ar C'hrennlavarioù 28
1Ar fallagr a dec’h ha dén war hé lerc’h; hôgen ann dén reiz, fisiuz ével eul léon, n’en dévezô aoun é-béd.
2Enn abek da béc’héjou ann douar é teû ar brin̄sed da greski é niver: hag enn abek da wiziégez ann dén, pa oar ar péz a lévéreur, é vézô hiroc’h buez ar prin̄s.
3Ann dén paour péhini a wask war ar ré baour, a zô hen̄vel oud ar glaô diboell a zigas ann naounégez.
4Ar ré a zilez al lézen, a veûl ar fallagr; ar ré hé mîr, a wiñk out-han̄.
5Ann dûd fall na vennon̄t két er varn; hôgen ar ré a en̄klask ann Aotrou, a laka évez out pép-trâ.
6Gwell eo ar paour a valé enn hé éeunder, égéd ann dén pinvidik a ia er gwall hen̄chou.
7Néb a vîr al lézen, a zô eur mâb fûr; hôgen néb a rô da zibri d’ar banvésiérien, a vézéka hé dâd.
8Néb a zastum madou ô rei hé arc’han̄t war gampi, hô dastum évid ennn dén hag a vezô trugarek é kén̄ver ar béorien.
9Néb a zistrô hé skouarn évit na glevô két al lézen, é vézô argarzuz hé béden.
10Néb a douell ar ré reiz, hag hô c’hâs enn eunn hen̄t fall, a gouézô enn hé boull hé-unan; hag ar ré éeun hô dévézô hé vadou.
11Ann dén pinvidik a zô fûr war hé vénô; hôgen ar paour poellek a c’houiliô anézhan̄.
12Pa vez savet huel ann dûd reiz, eo brâz ar c’hloar; pa rén ar ré fallagr, éma ann disman̄tr étouez ann dûd.
13Néb a gûz hé dorféjou, n’az ai két da vâd; hôgen néb hô an̄sav, hag hô dilez, en dévézô trugarez.
14Euruz eo ann dén a zô bépréd enn doujan̄s; hôgen néb a zô kalet hé galoun, a gouézô enn drouk.
15Ével eul léon a iud, hag eunn ours naounek, eo eur prin̄s fallagr war eur bobl paour.
16Eur prin̄s diboell a waskô kalz a dûd gan̄d hé frouden; hôgen ann hini a gasa ar bizoni a astennô hé zeisiou.
17Néb en deûz skuḻet goâd eur ré, ha pa déc’hché bétég ar poull, dén na virché out-han̄.
18Néb a valé gan̄d éeunder a vézô salvet; néb a gerz dré wall hen̄chou a gouézô eur wéach.
19Néb a labour hé zouar, en dévézô hé walc’h a vara; hôgen néb en em rô d’ann didalvédigez, na gavô néméd ann diénez.
20Ann dén féal a vézô meûlet kaer; hôgen néb a hast da binvidikaat, na vézô két dinam.
21Ann hini a zell oc’h stâd ann dûd (T) pa varn, na ra két mâd: hennez évid eur génaouad bara a zilez ar wirionez.
22Eunn dén hag a hast da binvidikaat, hag a hérez ar ré all, na oar két pénaoz é c’hoarvézô ann diénez gan̄t-han̄.
23Néb a gélenn eunn dén, a gavô goudé-zé grâs dira-z-han̄, ken̄toc’h egéd ann hini a douell anézhan̄ gan̄t lavariou likaouuz.
24Néb a skrâp eunn dra d’hé dâd pé d’hé vamm, hag a lavar pénaoz n’eo két sé eur péc’hed, en deûz hé lôd el lâz-dén.
25Néb a fougé hag a stambouc’h, a laka strivou da zével; hôgen néb a laka hé c’héd enn Aotrou, a vézô paréet.
26Néb a laka hé fisian̄s enn hé galoun hé-unan, a zô foll; hôgen néb a gerz gan̄t furnez, a vézô dieûbet.
27Néb a rô d’ar paour, na gouézô két enn diénez; néb hen dispriz pa béd anézhan̄, a c’houzan̄vô ar baouren̄tez.
28Pa vézô savet huel ar ré fallagr, ann dûd a iélô da gûz (T); pa’z ain̄t-da-nétra, ar ré reiz a greskô é niver (T). ———— XXIX. PENNAD. Eûz a gélen ar vugalé.