Levr ar Salmoù 106:43
Aliez é tieûbaz Doué anézhô; hôgen hî a hégé out-han̄ gan̄d hô ménosiou: hag hî a oé izéléet enn hô fallagriézou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
42Hag hô énébourien a en̄krézaz anézhô, hag hî a oé izéléet dindân hô daouarn.
44Hag hén̄ hô gwélaz enn hô en̄krez; hag é sélaouaz oud hô féden.
Read all of Levr ar Salmoù 106
Cross References
Judges 2:16Hag ann Aotrou a lékéaz barnerien da zével évid hô zenna eûz a zaouarn ar ré a waské war-n-ézhô; hôgen na fellaz két d’ézhô hô sélaoui.
Judges 6:5Râg hî a zeûé gan̄d hô holl chatal, ha gan̄d hô zeltou; hag ével ar c’hiḻéien-raden é leûnien̄t pép léac’h, hag ô véza ma oa anézhô eul lôd brâz a dûd hag a gan̄valed, é wastent pép trâ dré ma stoken̄t out-hô.
Judges 10:12Hag ar Sidonied, hag ann Amalékited, hag ar C’hananéed ha n’hô deûs-hi két gwasket war-n-hoc’h; ha pa hoc’h eûz garmet étrézég enn-oun, ha n’em eûz-mé két hô tennet eûz hô daouarn?
1 Samuel 13:19Hag en̄dra ma komzé Saül oud ar bélek, é savaz eur safar brâz é kamp ar Filistined: kreski a réa a-nébeûd-é-nébeûd, hag her c’hlevet skiltroc’h. Ha Saül a lavaraz d’ar bélek: Tenn da zourn gan-éz.
Psalms 81:12Ha mé em eûz hô lézet é ioul hô c’haloun; hag hî a gerzô enn hen̄chou hô dévézô gréat hô-unan,
Psalms 107:11O véza ma oant en em zispac’het out gér ann Aotrou ha m’hô dôa disprizet kuzul ann Uc’hel-meûrbéd.