The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 106

1Meûlit ann Aotrou, ô véza ma eo mâd: ô véza ma eo peûr-baduz hé drugarez.

2Piou a zanévellô ôbériou galloud ann Aotrou, hag a rôi da glevout hé holl veûleûdiou?

3Gwenvidig eo ar ré a wîr ar varn, hag a zéven ar reizded é péb amzer.

4Az péz koun ac’hanomp, Aotrou, hervez da vadélez é-kén̄ver da bobl: emwél ac’hanomp gan̄d da zilvidigez,

5Évit ma wélimp madélez da ré zilennet, ha ma en em laouénaimp gan̄t lévénez da bobl; évit ma vézi meûlet enn da zigwéz.

6Péc’het hon eûz gan̄d hon tadou; gan̄d direizded omp en em rénet, fallagriez hon eûz gréat.

7Hon tadou enn Éjipt na boelchon̄t két da vurzudou; n’hô dôé két a goun eûz al lôd brâz eûs da drugarézou; hag hî a hégaz oc’h ann Aotrou, pa biñen̄t étrézég ar môr, ar môr Rûz.

8Hag hén̄ a zieûbaz anézhô enn abek d’hé hanô, évit ma rôjé da anaout hé c’halloud.

9Hag hén̄ a c’hourdrouzaz ar môr Rûz, hag é tizéc’haz; hag hén̄ hô c’hasaz a-dreûz d’ar poull doun, ével a-dreûz da eunn distrô.

10Hag hén̄ a zieûbaz anézhô eûz a zourn ar ré a gaséé anézhô; hag é tennaz anézhô eûz a zourn hô énébour.

11Hag ann dour a c’hôlôaz ar ré a heskiné anézhô; ha na choumaz hini anézhô.

12Neûzé é krédchon̄t d’hé c’heriou; hag é kanchon̄t hé veûleûdi.

13Hôgen na gen̄dalc’hchon̄t két, hag é an̄kounac’héjon̄t hé ôbériou; ha na chortozchon̄t két hé guzul.

14Hag hî a c’hoan̄taaz kaout kîk enn distrô hag a demptaz Doué enn eul léac’h dizour.

15Hag hén̄ a rôaz d’ézhô hô goulenn; hag é kasaz d’ézhô péadrâ da walc’ha hô énéou.

16Hag hî a hégaz oc’h Moizez er c’hamp, hag oc’h Aaron, san̄t ann Aotrou.

17Ann douar a zigoraz, hag a loun̄kaz Datan; hag a chôlôaz Abiron hag hé strollad.

18Ann tân a grôgaz é-kreiz ar ré-zé; hag ar flamm a loskaz ar gwall zûd.

19Hag hî a réaz eul leûé é Horeb; hag éc’h azeûlchon̄t labour teûzet.

20Hag hî a drôaz hô c’hloar évit skeûden eul leûé a zebr géot.

21An̄kounac’haat a réjon̄t Doué péhini en dôa hô dieûbet, péhini en dôa gréat traou brâz ann Éjipt,

22Traou burzuduz é douar Kam, ha traou heûzuz er môr Rûz.

23Hag hén̄ en dôa lékéat enn hé benn hô dispenna, ma n’en dévijé Moizez, hé dilennet, miret out-han̄, oc’h hé derri, hag ô sével dira-z-han̄, évit distrei hé vuanégez, ha mirout out-han̄ n’hô dispenché.

24Hag hî a zellas ével nétrâ eunn douar ken hétuz; na grédchon̄t két d’hé chér.

25Hag é krôzchon̄t enn hô zeltou, ha na zélaouchon̄t két mouéz ann Aotrou.

26Hag hén̄ a savaz hé zourn war-n-ézhô, évid hô dispenna em distrô:

27Hag évit disteûrel hô gwenn é-touez ar brôadou; hag hô skiña é meûr a vrô.

28Hag hî en em wéstlaz da Véelfégor hag a zebraz hostivou ar ré varô.

29Hag hî a hégaz out-han̄ gan̄d hô gwall-ôberiou; hag eul lôd brâz anézhô a oé kollet.

30Hôgen Finéez a zavaz, hag a habaskaaz Doué: hag ar gouli a éhanaz.

31Ha kémen̄t-sé a zô bét nivéret d’ézhan̄ ével reiz a-wenn-é-gwenn ha da-vikenn.

32Hag hî a hégaz c’hoaz oc’h Doué é douréier ann Énébiez; ha Moizez a oé kastizet enn abek d’ézhô,

33O véza ma c’hlac’harchon̄t hé spéred; hag hén̄ a ziskouézaz diskréd enn hé lavariou.

34Na zispenchon̄t két ar brôadon, en dôa ann Aotrou lavaret d’ézhô da zispenna.

35En em veski a réjon̄t é-touez ar brôadou-zé, hag é teskchon̄t hô ôberiou:

36Hag éc’h azeûlchon̄t hô skeûdennou kizellet, ar péz a oé da wall-skouér d’ézhô.

37Laza a réjon̄t hô mipien hag hô merc’hed é sakrifiz d’ann diaouled.

38Skûḻa a réjon̄t ar goâd dinam: goâd hô mipien hag hô merc’hed, a rôjon̄t é sakrifiz da skeûdennou kizellet Kanaan. Hag ann douar a oé stlabézet gan̄d ar goâd;

39Ha saotret é oé gan̄d hô gwall-ôberiou; ô véza ma en em rôjon̄t d’ar gwall-ioulou.

40Ha drouk brâz a zavaz enn Aotrou oud hé bobl; hag éc’h argarzaz hé zigwéz.

41Hag hén̄ hô lékéaz étré daouarn ar brôadou; hag hî hô dôé da vistri ar ré a gaséé anézhô.

42Hag hô énébourien a en̄krézaz anézhô, hag hî a oé izéléet dindân hô daouarn.

43Aliez é tieûbaz Doué anézhô; hôgen hî a hégé out-han̄ gan̄d hô ménosiou: hag hî a oé izéléet enn hô fallagriézou.

44Hag hén̄ hô gwélaz enn hô en̄krez; hag é sélaouaz oud hô féden.

45Hag hén̄ en dôé koun eûz hé gévrédigez; hag en dôé keûz hervez hé drugarez vrâz.

46Hag é skuḻaz war-n-ézhô hé drugarézou dirâg ar ré holl hô dôa hô lékéat é sklavérez.

47Dieûb ac’hanomp, ô Aotrou hon Doué; ha stroll ac’hanomp eûz a greiz ar brôadou, évit ma veûlimp da hanô san̄tel, ha ma en em énorimp enn da veûleûdi.

48Benniget ra vézô ann Aotrou, Doué Israel, a-gan̄tved-é-kan̄tved; ha ra lavarô ann holl bobl: Bézet gréat, bézet gréat. ———— CVI. PSALM. Alléluia.

← Levr ar Salmoù 105Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 107 →

Study Levr ar Salmoù 106

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150