Levr ar Salmoù 107:3
Eûz ar sâv-héol, hag eûz ar c’hûs-héol; eûz ann han̄ter-nôz hag eûz ar c’hrésteiz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Read all of Levr ar Salmoù 107
Cross References
Isaiah 11:11Chétu pétra a c’hôarvézô enn deiz-zé: Ann Aotrou a astennô c’hoaz hé zourn évit kaout ar ré e û z hé bobl, a vézô bét choumet war-lerc’h ann Assiried, hag ann Éjipt, ha Fétros, hag ann Étiopia, hag Elam, ha Sennaar, hag Émat, hag énézi ar môr.
Isaiah 49:12Mé, mé va-unan eo a zizoaniô ac’hanoc’h: piou oud-dé évit m’az pé aoun rag eunn dén marvuz, râk mab ann dén a zizéc’hô ével ar géot?
Isaiah 56:8Neûzé da c’houlou a darzô ével goulou-deiz, hag é teûi buan da véza iac’h; da reizded a gerzô enn da raok, ha gloar ann Aotrou az dilennô.
Jeremiah 31:8Hag Hanaméel, mâb va éon̄tr, a zeûaz étrézeg enn-oun é porched ar vâc’h, hervez gér ann Aotrou, hag a lavaraz d’in: Prén va fark a zô é Anatot é douar Ben̄jamin; râk d’id eo gwîr ann digwéz; ha té eo ann nésa évid hé gaout. Neûzé é poelliz pénaoz é oa gér ann Aotrou.
Ezekiel 20:34Mé hô tennô eûz a douez ar boblou; mé hô strollô eûz ar brôiou é péré oc’h bét skiñet; ha gan̄d eunn dourn kré, ha gan̄d eur vréac’h astennet, ha gan̄d ann diskarg eûz va frouden, é réninn war-n-hoc’h,