The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 107

1Meûlit ann Aotrou ô véza ma eo mâd; ô véza ma eo peûr-baduz hé drugarez.

2Ra livirin̄t sé ar ré a zô bét dasprénet gan̄d ann Aotrou, ar ré en deûz dasprénet eûz a zourn ann énéhour, en deûz strollet eûz ar brôadou,

3Eûz ar sâv-héol, hag eûz ar c’hûs-héol; eûz ann han̄ter-nôz hag eûz ar c’hrésteiz.

4Kan̄tréet hô deûs enn distrô, é lec’hiou dizour; n’hô deûz két kavet a hen̄t évit mont da eur géar é péhini é helchen̄t choum.

5Naoun ha séc’hed hô deûz bét; hô éné a zô fatet enn-hô.

6Neûzé hô deûz garmet étrézég ann Aotrou enn hô en̄krez; hag hén̄ en deûz hô zennet eûz hô foaniou.

7Hag hén̄ en deûz hô digaset enn hen̄t éeun, évit m’az ajen̄t d’ar géar é péhini é tlien̄t choum.

8Ra veûlin̄t ann Aotrou enn abek d’hé drugarez; ha d’ar burzudou en deûz gréat é-kén̄ver bugalé ann dûd.

9Râg gwalc’het en deûz ann éné a oa goullô; ha leûniet en deûz a vadou ann éné en dôa naoun.

10Azézet é oan̄t enn dévalien, hag é skeûd ar marô; éréet enn davan̄tégez hag er chadennou houarn,

11O véza ma oant en em zispac’het out gér ann Aotrou ha m’hô dôa disprizet kuzul ann Uc’hel-meûrbéd.

12Hô c’haloun a zô bét vuéléet gan̄d al labouriou; dinerzet in̄t bét, ha né oa dén évid hô skoazella.

13Neûzé hô deûz garmet étrézég ann Aotrou enn hô en̄krez; hag hén̄ en deûz hô zennet eûz hô poaniou.

14Hô lamet en deûz eûz ann dévalien, hag eûz a skeûd ar marô; hag hô éréou en deûz torret.

15Ra veûlin̄t ann Aotrou enn abek d’hé dmgarez ha d’ar burzudou en deûz gréat é-kén̄ver bugalé ann dûd.

16Râk torret en deûz ar persier arem; hag ar sparlou houarn en deuz brévet.

17Hô zennet en deûz eûz a hen̄t hô fallagriez; râg enn abek d’hô direisiou eo in̄t bét izéléet.

18Hô éné a hérézé péb boéd; hag hî a oa tôst da bersier ar marô.

19Neûzé hô deûz garmet étrézég ann Aotrou enn hô en̄krez; hag hén̄ en deûz hô zennet eûz hô foaniou.

20Kaset en deûz hé c’hér, hag en deûz hô iac’héet; hag en deûz hô zennet eûz ar marô.

21Ra veûlin̄t ann Aotrou enn abek d’hé drugarez ha d’ar burzudou en deûz gréat é-kén̄ver bugalé ann dûd.

22Ra gennigin̄t d’ézhan̄ eur sakrifiz a veûleûdi; ha ra embannin̄t hé ôberiou gan̄t tridérez.

23Ar ré a ziskenn war vôr el listri, hag a labour é-kreiz ann douréier brâz;

24Ar ré-zé hô deûz gwélet ôberiou ann Aotrou, hag hé vurzudou er poull doun.

25Gourc’hémennet en deûz, hag eunn avel arné a zô savet; ha koummou ar mor a zô savet.

26Hî a biñé bétég ann én̄v; hag a ziskenné bétég ar poull doun; hô éné a faté gan̄t kémen̄d a boan.

27Hî a oa reûstlet ha kéflusket ével eunn dén mézô; hag hô holl furnez a oa teûzet.

28Neûzé hô deûz garmet étrézég ann Aotrou enn hô en̄krez; hag hén̄ en deûz hô zennet eûz hô foaniou.

29Hag hén̄ en deûz trôet ann arné enn eunn aézen; ha koummou ar mor a c’houzizaz.

30Hag hî a zô bét laouénéet ô véza ma oan̄t gouzizet; hag hén̄ en deûz hô c’haset er porz é péhini a fellé d’ézhô mon̄t.

31Ra veûlin̄t ann Aotrou enn abek d’hé drugarez ha d’ar burzudou en deûz gréat é-kén̄ver bugalé ann dûd.

32Ra énorin̄t anézhan̄ é strollad ar bobl; ra veûlin̄t anézhan̄ el léac’h ma eo azézet ann hénaoured.

33Trôet en deûz ar steriou enn eunn distrô; hag al lec’hiou dourek é douar séac’h;

34Ann douar frouézuz é bili enn abek da zrougiez ar ré a choumé enn-han̄.

35Trôet en deûz ann distrô é lennou dour: hag ann douar dizour é douréier réd.

36Hag énô en deûz lékéat ar ré naounek; hag hî a zavaz eur géar évit choum enn-hi.

37Hag hî a hadaz er mesiou, hag a blan̄taz gwini péré hô deûz douget hô frouez.

38Hag hén̄ a vennigaz anézhô, hag a baottaz anézhô kaer; hag hô loéned a lékéaz ivé da greski.

39Hôgen goudé-zé in̄t bét digresket; heskinet in̄t bét gan̄t kalz a en̄krez hag a boan.

40Skuḻa a réaz ann dispriz war ar brin̄sed, hag é lékéaz anézhô da gan̄tréa enn distrô el lec’hiou dihen̄t.

41Tennet en deûz ar paour eûz hé davantégez; ha kresket en deûz niver hé vugalé ével ann dén̄ved.

42Ann dûd reiz a wélô kémen̄t-sé, hag en em laouénai; hag ar ré fallagr a zerro hô génou.

43Piou a zô fûr évit mirout ann traou-zé, hag évit poella trugarézou ann Aotrou? ———— CVII. PSALM. Kanaouen pé Psalm évid David.

← Levr ar Salmoù 106Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 108 →

Study Levr ar Salmoù 107

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150