Levr ar Salmoù 140:13
Da rén eo rén ann holl gan̄tvédou; ha da véli a bâd a rumm é rumm. Gwirion eo ann Aotrou enn hé holl c’heriou; ha san̄tel enn hé holl ôberiou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Surely the righteous shall give thanks unto thy name: the upright shall dwell in thy presence.
In Context
12Évit rei da anaout da vugalé ann dûd da c’halloud ha gloar brâz da rén.
14Ann Aotrou a harp ar ré holl a zô daré da goueza; hag a zâv ar ré a oa brévet.
Read all of Levr ar Salmoù 140
Cross References
Psalms 11:7Râk reiz eo ann Aotrou, hag ar reizded a gâr. Hé lagad a zell oud ann hini a zô éeun hé galoun. (T). ———— XI. PSALM. Évid ann divez, évid ann eizved. Psalm David.
Psalms 23:6Ha da drugarez a heûliô ac’hanoun é holl zeisiou va buez: évit ma chouminn da-vikenn é tî ann Aotrou. ———— XXIII. PSALM. Évid ar c’hen̄ta deiz eûz ar sizun, Psalm David.
Psalms 35:10Va holl eskern a lavarô: Aotrou, piou a zô hén̄vel ouz-id? Te eo a denn ann ézommek eûz a zaouarn ar ré a zô kréoc’h égét-han̄, hag ann tavan̄tek hag ar paour eûz a zaouarn ar ré a wast anézhan̄.
Psalms 97:12Tûd reiz, en em laouénait enn Aotrou; ha meûlit én̄vor hé zan̄télez. ———— XCVII. PSALM. Psalm évid David.
Isaiah 3:10Livirit d’ann dén reiz gédal ar mâd, ô véza ma kutuḻô frouez hé ôberiou.