Levr Izaia 3:10
Livirit d’ann dén reiz gédal ar mâd, ô véza ma kutuḻô frouez hé ôberiou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
11Gwâ ann dén fallagr enn hé wall; râg gôbr hé zaouarn a zeûi d’ézhan̄.
Cross References
Psalms 18:23Ha mé a vézô dinam gan̄t-han̄, hag en em virinn diouc’h va fallagriez.
Psalms 128:2Aotrou, sélaou out va mouéz. Ra lakai évez da ziskouarn out mouéz va féden.
Ecclesiastes 8:12Koulskoudé pa wélann ar madélez-zé é-kén̄ver ar péc’her, péhini en deûz gwall-c’hréat kant gwéac’h, éc’h anavézann pénaoz é teûiô vâd d’ar ré a zouj Doué hag a énor anézhan̄.
Jeremiah 15:11Té a lavarô d’ézhô: O véza ma hô deûz hô tadou va dilézet, émé ann Aotrou; ma hô deûz kerzet war-lerc’h douééd a-ziavéaz, ma hô deûz hô servichet hag hô azeûlet, ma hô deûz va dilézet, ha n’hô deûz két miret va lézen.
Ezekiel 9:4Hag ann Aotrou a lavaras d’ézhan̄: Trémen a-dreûz kéar, dré greiz Jéruzalem, ha merk eunn thau war zâl ar ré a geinvan hag en em c’hlac’har diwar-benn ann holl argarzidigézou a réeur enn hé c’hreiz.
Zephaniah 2:3Klaskit ann Aotrou, c’houi holl péré a zô kûn̄ war ann douar, péré hoc’h eûz gréat hé varn: klaskit ar reizded, klaskit ar gun̄vélez: évit ma hellot en em guza é deiz frouden ann Aotrou.