Levr ar Salmoù 15:5
Péhini na rô két hé arc’han̄t war gampi, ha na gémér két a c’hobr a-éneb ann dén dinam. Piou-bennâg a ra kémen̄t-sé, na vézô két kéflusket da-vikenn. ———— XV. PSALM. Skrîd kizellet war eur peûl évid David, pé gan̄d David.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 16:19Hag ouc’h-penn é varnin̄t anézhan̄ da gan̄t sikl arc’han̄t a rôi da dâd ar plac’h-iaouan̄k; ô véza ma en deûz mézékéet gan̄d eur gwall-hanô eur werc’hez eûz a Israel: ha da c’hrég en dévézô anézhî, ha na hellô két hé c’hâs-kuît keit ha ma vévô.
Deuteronomy 23:20Ann Aotrou na zistôlô két d’ézhan̄ hé béc’hed: hôgen neûzé hé frouden vrâz-meûrbéd a zavô ével môged enn-han̄, hag é savô drouk enn-han̄ oud ann den-zé; hag ann holl vallosiou a zô skrivet el levr-man̄ a gouézô war-n-ézhan̄: hag ann Aotrou a lamô hé hanô eûz a zindân ann én̄v;
1 Samuel 12:3Ha Jonatas a dréc’haz gward ar Filistined a oa é Gabaa, hag ar Filistined a glévaz kémen̄t-sé: ha Saül a lékéaz da zéni trompillou dré ann holl vrô, ô lavarout: Ra glévô ann Hébréed.
Nehemiah 5:7Ober a riz va sonj gan-en (T), hag é ten̄siz ar ré vrâz hag ar rénerien, hag é liviriz d’ézhô: Ha c’houi a gémer kampi digan̄d hô preûdeûr? Ha mé a zavaz eur strollad brâz enn hô énep,