Levr ar Salmoù 21:6
Râk hé lakaad a rî da véza benniget é amzer ann amzeriou; hé laouénaad a rî gan̄d ar gwél eûz da zremm.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
5Brâz eo hé c’hloar enn da zieûb; lakaad a rî war-n-ézhan̄ eur c’hloar hag eur skéd ar brasa.
7Râg ar roué a laka hé c’héd enn Aotrou: ha gan̄t trugarez ar Meûrbéd-uc’hel na vézô két horellet.
Cross References
2 Samuel 7:9Bét ounn gan-éz é pé léac’h-bennâg ma éc’h eûz kerzet, lazet em eûz da holl énébourien dira-z-oud, lékéat em eûz da hanô da véza brâz ével hanô ar ré vrasa war ann douar.
Psalms 4:6Kennigit eur sakrifiz a reiz, ha likid hô kéd enn Aotrou; liez hini a lavar: Piou a ziskouézô ar madou d’é-omp?
Psalms 43:4Hag éz inn bétég aoter Doué, étrézé Doué, péhini a laouéna va iaouan̄ktiz. Mé a veûlô ac’hanod war ann délen, ô Doué va Doué.
Psalms 63:2Enn eunn douar distrô, dihen̄t ha dizour, en em ziskouézet ounn d’id ével el léac’h san̄tel, évit gwélout da ners ha da c’hloar;
Luke 2:10Hag ann Éal a lavaraz d’ézhô: N’hô pézet kéd a aoun; râk chétu é tiouganann d’é-hoc’h eur c’helou hag a vézo eul lévénez vrâz évid ann holl bobl.