Levr ar Salmoù 21
1Aotrou, ar roué en em laouénai enn da ners: hag é tridô-kaer war ann dieûb az pézô rôet d’ézhan̄.
2Ioul hé galoun éc’h eûz rôet d’ézhan̄; ha n’éc’h eûz két dinac’het d’ézhan̄ goulenn hé vuzellou.
3Râg hé garget éc’h eûz a vennosiou hag a c’houékder; lékéat éc’h eûz war hé benn eur gurunen a vein talvouduz-brâz.
4Ar vuez en deûz goulennet digan-éz; ha té éc’h eûz rôet d’ézhan̄ deisiou hîr évid ann amzer, hag évid amzer ann amzeriou.
5Brâz eo hé c’hloar enn da zieûb; lakaad a rî war-n-ézhan̄ eur c’hloar hag eur skéd ar brasa.
6Râk hé lakaad a rî da véza benniget é amzer ann amzeriou; hé laouénaad a rî gan̄d ar gwél eûz da zremm.
7Râg ar roué a laka hé c’héd enn Aotrou: ha gan̄t trugarez ar Meûrbéd-uc’hel na vézô két horellet.
8Ra gavô da zourn da holl énébourien; ra gavô da zourn déou ar ré holl a gasa ac’hanod.
9Hô en̄tana a rî ével eur fourn losk enn amzer é péhini é tiskouézi da zremm; ann Aotrou enn hé vuanégez a reûstlô anézhô, hag hô lakai da véza loun̄ket gan̄d ann tân.
10Hô frouez a denni diwar ann douar; hag hô gwenn eûz a greiz ann dûd.
11Râk digaset hô deûz drougou war-n-od; mennet hô deûz ioulou, ha n’hô deûz két gellet da zévéni.
12Dré-zé é likii anezhô da drei hô c’hein; hag éc’h aozi hô dremm évid ann dilerc’h eûz da zaésiou.
13Sâv, Aotrou, enn da ners; nî a ganô hag a veûlô da c’halloud enn hor c’hanaouennou. ———— XXI. PSALM. Évit ann divez, évit skoazel ar min̄tin̄. Psalm David.