Levr ar Salmoù 27:4
Eunn dra hép-kén em eûz goulennet digan̄d ann Aotrou, hag hé en̄klaskout a rinn; ma chouminn é tî ann Aotrou a-zoug holl zeisiou va buez, évit ma wélinn dudi ann Aotrou, ha ma wélinn hé dempl.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Samuel 30:8An̄trônôz pa zeûaz ar Filistined évid diwiska ar ré a ioa bét lazet, é kavchon̄t Saül hag hé dri vâb gourvézet war vénez Gelboé.
1 Chronicles 10:13Saül éta a varvaz, enn abek d’hé fallagriézou. ô véza m’en dôa torret ar gourc’hemenn en dôa gréat ann Aotrou d’ézhan̄, ha n’en dôa két hé viret, hag ô véza ouch-penn m’en dôa goulennet kuzul digan̄d ann diouganérez;
Psalms 26:6Gwalc’hi a rinn va daouarn é-touez ar ré zinam, hag en em zalc’hinn war-drô d’as aoter, ô Aotrou:
Psalms 27:8Va c’haloun é deûz komzet ouz-id, va daoulagad hô deûz da glasket; da zremm a glaskinn, ô Aotrou.
Psalms 63:2Enn eunn douar distrô, dihen̄t ha dizour, en em ziskouézet ounn d’id ével el léac’h san̄tel, évit gwélout da ners ha da c’hloar;