The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 27

1Ann Aotrou eo va goulou ha va zilvidigez; râk piou em bézô-mé aoun? Ann Aotrou eo a ziwall va buez; piou am lakai da gréna?

2Pa dôsta ar ré zroug ouz-in, évid dibri va c’hîk; hag ar re eûz va énébourien péré hô deûz va heskinet, a zô bét gwanet hag a zô kouézet.

3Ha pa zavchen̄t arméou em énep, va c’haloun na vijé két spoun̄tet. Ha pa zeûjen̄t da stourmi ouz-in, mé a lakai va géd é kémen̄t-sé.

4Eunn dra hép-kén em eûz goulennet digan̄d ann Aotrou, hag hé en̄klaskout a rinn; ma chouminn é tî ann Aotrou a-zoug holl zeisiou va buez, évit ma wélinn dudi ann Aotrou, ha ma wélinn hé dempl.

5Râk va c’huzet en deûz enn hé delt; é deiz ann droug en deûz va gwarézet el léac’h kuzéta eûz hé delt.

6War ar méan en deûz va zavet; ha bréma en deûz savet va fenn dreist va énébourien; trôiou em eûz gréat, hag em eûz lazet eunn hostiv a gan enn hé delt; mé a ganô hag a veûlô ann Aotrou em c’hanaouennou.

7Sélaou, Aotrou, out va mouéz, pa c’harmann ouz-id; az péz truez ouz-in, ha sélaou ouz-in.

8Va c’haloun é deûz komzet ouz-id, va daoulagad hô deûz da glasket; da zremm a glaskinn, ô Aotrou.

9Na zistrô két da zaoulagad diouz-in; n’en em denn két dioud da zervicher enn da vuanégez. Béz da skoazel d’in: na zilez két ac’hanoun, ha na zispriz két ac’hanoun, ô Doué va zalver.

10Râk va zâd ha va mamm hô deûz va dilézet: hôgen ann Aotrou en deûz va c’héméret.

11Rô d’in, Aotrou, da hen̄t; ha rén ac’hanoun er raven̄t éeun enn abek d’am énébourien.

12Na rô két ac’hanoun da ioul ar ré a heskin ac’hanoun râk gwall destou a zô savet em énep; hag ar fallagriez a zô trôet é gaou out-hi hé-unan.

13Mé a gréd é wélinn madou ann Aotrou é douar ar ré véô.

14Gortoz ann Aotrou; starta: r’en em nerzô da galoun, ha gortoz ann Aotrou. ———— XXVII. PSALM. Psalm David, pé évid David.

← Levr ar Salmoù 26Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 28 →

Study Levr ar Salmoù 27

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150