Levr ar Salmoù 31:19
Péger braz eo, Aotrou, ar founder eûz da gun̄vélez éc’h eûz kuzet évid ar ré a zouj ac’hanod. Hé lékéat éc’h eûz da véza klôk évid ar ré a laka hô géd enn-od, dirak bugalé ann dûd.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 12:5Bréma é savinn, émé ann Aotrou, enn abek da reûz ar ré ézommek, ha da geinvan ar ré baour. E diwall hô likiinn: gan̄d dieûb é rinn kémen̄t-sé.
Psalms 23:5Eunn daol éc’h eûz aozet dira-z-oun, râg énep d’ar ré a heskin ac’hanoun. Lardet éc’h eûz va fenn gan̄d éôl: ha va c’hôp mezvuz, péger kaer eo!
Psalms 68:28Diskouéz, ô Doué, da ners; kréva, ô Doué, ar péz éc’h eûz gréat ennomp,
Psalms 73:24Éc’h eûz dalc’het va dourn déou; éc’h eûz va c’haset hervez da ioul, hag éc’h eûz va digéméret gan̄t gloar.
Isaiah 35:10Chétu pétrâ a leverrot da Ézéc’hias, roué Juda: Na douellet két ac’hanod da Zoué, é péhini é lékéez da fisian̄s, na lavar két: Na gouézô két Jéruzalem étré daouarn roué ann Assiried.