Levr ar Salmoù 31
1Enn-od, Aotrou, em eûz lékéat va géd, na zispenn két ac’hanoun da-vikenn: dieûb ac’hanoun enn da reizded.
2Dinaou da skouarn étrézég enn-oun, hast va zenna ac’hann. Béz d’in da Zoué difenner, ha da dî a vénéc’hi, évit ma tieûbi ac’hanoun.
3Râk té eo va ners ha va ménéc’hi; hag enn abek d’as hanô é réni ac’hanoun, hag e vagi ac’hanoun.
4Va zenna a rî eûz al lindâg-zé, hô dôa kuzet ouz-in: ô véza ma oud va difenner.
5Étré da zaouarn é lakaann va éné; va dasprénet éc’h eûz, Aotrou, Doué a wirionez.
6Té a gasa ar ré a heûḻ traou gwân ha didalvez; hôgen mé em eûz lékéat va géd enn Aotrou.
7Trida a rinn, hag en em laouénainn enn da drugarez, ô véza ma éc’h eûz sellet out va vuelded, ha ma éc’h eûz savétéet va éné enn hé reûstlou;
8O véza n’éc’h eûz két va zerret étré daouarn va énébour, hôgen ma éc’h eûz lékéat va zreid enn eul léac’h ec’hon.
9Az péz truez ouz-in, Aotrou, ô véza ma ounn glac’haret-brâz; va lagad, va éné ha va c’hôv a zô reûstlet gan̄d ar vuanégez;
10O véza ma eo bévézet va buez gan̄d ar c’hloaz, ha va bloavésiou gan̄d ar geinvanou. Dislébéret eo va ners gan̄d ar baouren̄tez; ha va eskern a zô reûstlet.
11Da zismégan̄s ounn deûet d’am holl énébourien, ha dreist-holl d’am amézéien, ha da spoun̄t évid ar ré a anavez ac’hanoun. Ar ré a wélé ac’hanoun, a dec’hé er-méaz pell diouz in.
12An̄kounac’héet ounn, ha lamet eûz hô c’haloun ével pa venn marô: ével eul léstr torret ounn deûet.
13Râk klevet em eûz tamallou kalz eûz ar ré a choumé trô-war-drô. Pa en em strollen̄t em énep, hô deûz mennet tenna va buez digan-én̄.
14Hôgen mé, Aotrou, em eûz lékéat va géd enn-od. Lavaret em eûz: Va Doué oud.
15Va darvoudou a zô étré da zaouarn. Tenn ac’hanoun eûz a zaouarn va énébourien, hag eûz ar ré a heskin ac’hanoun.
16Laka da zremm da luc’ha war da zervicher; dieûb ac’hanoun hervez da drugarez.
17Na zispenn két ac’hanoun, Aotrou, râk da c’halvet em eûz. Ra rusiô ar ré fallagr, ha ra vézin̄t kaset d’ann ifern.
18Ra zeûiô da véza mûd ar muzellou touelluz péré enn hô rôgen̄tez hag enn hô faé a lavar droug a-éneb ann dén reiz.
19Péger braz eo, Aotrou, ar founder eûz da gun̄vélez éc’h eûz kuzet évid ar ré a zouj ac’hanod. Hé lékéat éc’h eûz da véza klôk évid ar ré a laka hô géd enn-od, dirak bugalé ann dûd.
20Hô c’huza a ri el léac’h kuzéta eûz da zremm râk drougiez ann dûd. Hô gwarézi a rî enn da dabernakl oud énébiez ann téôdou.
21Ra vézô benniget ann Aotrou, ô véza m’en deûz diskouézet hé drugarez em c’hén̄ver enn eunn doaré burzuduz, enn eur géar kré.
22Hôgen mé em bôa lavaret é frouden va spéred: Distolet ounn bét a zirâk da zaoulagad. Râk-sé éc’h eûz klévet out mouéz va féden pa em eûz garmet étrézég enn-od.
23Karit ann Aotrou, c’houi hé holl zen̄t; râg ann Aotrou a en̄klaskô ar wirionez, hag a zistolô gan̄d founder d’ar ré rôk.
24Startait, ha r’en em nerzô hô kaloun, c’houi holl péré a laka hô kéd enn Aotrou. ———— XXXI. PSALM. Évid poell David.