Levr ar Salmoù 31:7
Trida a rinn, hag en em laouénainn enn da drugarez, ô véza ma éc’h eûz sellet out va vuelded, ha ma éc’h eûz savétéet va éné enn hé reûstlou;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
6Té a gasa ar ré a heûḻ traou gwân ha didalvez; hôgen mé em eûz lékéat va géd enn Aotrou.
Cross References
Nehemiah 9:32Bréma éta, hon Doué brâz, kré ha galloudek, péhini a wîr da gévrédigez ha da drugarez, na zistrô két da lagad diouc’h ar c’hlac’har a zô kouézet war-n-omp, ha war hor rouéed, ha war hor brin̄sed, ha war hor béleien, ha war hor broféded, ha war hon tadou, ha war da holl bobl, abaoé deisiou roué ann Assiria bétég-henn.
Job 23:10Hôgen hen̄ a anavez va hen̄t, hag a arnod ac’hanoun ével ann aour a véz tréménet dré ann tân.
Psalms 9:13Az péz truez ouz-in, Aotrou: gwél ar vuelded é péhini ounn bét lékéat gan̄t va énébourien;
Psalms 13:5Gan̄d aoun na lavarfé va énébour: Tréac’h ounn bét d’ézhan̄. Ar ré a heskin ac’hanoun a dridô mar bézann kéflusket:
Psalms 71:20Pégémen̄t a en̄krésou hag a boaniou éc’h eûz diskouézet d’in; hag ô tistrei ouz-in, éc’h eûz adarré rôet ar vuez d’in; hag éc’h eûz adarré va zennet eûz a loun̄k ann douar: