Levr ar Salmoù 33:10
Ann Aotrou a vévez kuzuliou ar brôadou; kâs a râ da-gét ménosiou ar boblou, hag é tiskar kuzuliou ar brin̄sed.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
11Hôgen kuzul ann Aotrou a bâd bépréd; ménosiou hé galoun a ia a-rumm-é-rumm.
Cross References
2 Samuel 15:31Hôgen rôet é oé da anaout da Zavid pénaoz Ac’hitofel a oa ivé enn dispac’h gan̄d Absalom: ha David a lavaraz: Diskar, Aotrou, mé az péd, kuzul Ac’hitofel.
2 Samuel 17:14Hag Absalom, hag holl dûd Israel a lavaraz: Gwelloc’h eo kuzul Kusai, ann Arac’hit, égét kuzul Ac’hitofel: râk dré ioul ann Aotrou eo é oé diskaret kuzul Ac’hitofel, évit ma tigazc’hé ann Aotrou drouk war Absalom.
Job 5:12Péhini a gâs-da-gét ménosiou ar re fallagr, gan̄d aoun na helché hô daouarn peûr-ôber ar péz hô dôa déraouet;
Psalms 9:15Trida a rinn gan̄d ar zilvidigez a rôi d’in; ar brôadou a zô kouézet enn toull hô dôa gréat évit va laza. Paket eo bét hô zroad el lindâg hô dôa steñet é-kûz.