Levr ar Salmoù 33
1Tridit enn Aotrou, c’houi tûd reiz: ar veûleûdi a zéré d’ann dûd reiz.
2An̄savit ann Aotrou gan̄d ann télen; kanit hé c’hloar gan̄d al liren dék-korden.
3Kanit d’ézhan̄ eur ganaouen névez; kanit a zoaré d’ézhan̄ ha kanit kré.
4Râg éeun eo gér ann Aotrou, hag hé holl ôberiou a zô féal.
5Hén̄ a gâr ann drugarez hag ar varn; ann douar a zô leûn eûz a drugarez ann Aotrou.
6Gan̄t gér ann Aotrou eo bét startéet ann en̄vou; ha gan̄t c’houez hé c’hénou eo bét gréat hô ners.
7Hén̄ eo a zastum douréier ar môr ével enn eur bouc’h-kenn; hag a zalc’h ar poull-doun enn hé den̄zoriou.
8Ra zoujô ann Aotrou ann douar holl; ra vézô strafiḻet dira-z-han̄ ar ré holl a choum er béd.
9Râg hén̄ en deûz komzet, ha pép-trâ a zô bét gréat; hén̄ en deûz gourc’hémennet, ha pép-trâ a zô bét krouet.
10Ann Aotrou a vévez kuzuliou ar brôadou; kâs a râ da-gét ménosiou ar boblou, hag é tiskar kuzuliou ar brin̄sed.
11Hôgen kuzul ann Aotrou a bâd bépréd; ménosiou hé galoun a ia a-rumm-é-rumm.
12Euruz ar vrôad é deûz ann Aotrou da Zoué, hag ar bobl en deûz dilennet da zigwéz d’ézhan̄.
13Eûz ann én̄v en deûz sellet ann Aotrou; gwélet en deûz holl vugalé ann dûd.
14Eûz ann tî en deûz aozet évit-han̄, en deûz sellet oud ar ré holl a choum war ann douar.
15Hén̄ eo en deûz doaréet hô c’halounou; hén̄ a anavez hô holl ôberiou.
16Né két gan̄d hé c’halloud brâz é vézô savétéet eur roué; na gan̄d hé ners brâz é vézô savétéet eul lan̄gouinek.
17Touelluz eo ar marc’h évid ann dieûb; né két gan̄d hé ners brâz é vézô savétéet.
18Hôgen daoulagad ann Aotrou a zeû war ar ré a zouj anézhan̄, ha war ar ré a laka hô géd enn hé drugarez.
19Évit ma tennô hô énéou diouc’h ar marô ha ma hô magô enn hô naoun.
20Hon éné a c’hortoz ann Aotrou, ô véza ma eo hor skoazel hag hon difenner.
21Râg enn-han̄ en em laouénai hor c’haloun; hag enn hé hanô san̄tel hon eûz lékéat hor géd.
22Ra zeûi, Aotrou, da drugarez war-n-omp; hervez ma hon eûz lékéat hor géd enn-od. ———— XXXIII. PSALM. Psalm David, pa névézaz hê zremm dirag Ac’himélec’h a lékéaz anézhan̄ er-méaz; hag hen̄ a iéaz-kuît.