Levr ar Salmoù 34:16
Hôgen daoulagad ann Aotrou a zô trôet a-éneb ar ré a ra drouk, évit kolla ann évor anézhô diwar ann douar.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
15Daoulagad ann Aotrou a zô war ar ré vâd; hag hé ziskouarn a zélaou hô fédennou.
Cross References
Leviticus 17:10Piou-bennâg eûz a dî Israel, pé eûz ann diavésidi a ergerz enn hô zouez, en dévézô debret goâd, é savinn va dremm a-éneb hé éné hag é tenninn anézhan̄ eûz a greiz hé bobl;
Job 18:17Ann én̄vor anézhan̄ a vézô kollet diwar c’horré ann douar, hag hé hanô na vézô mui meûlet el leûriou-kéar.
Psalms 10:16Ann Aotrou a rénô da-vikenn hag é amzeriou ann amzeriou; ha c’houi, brôadou, a vézô kaset-da-gét eûz hé zouar.
Psalms 33:18Hôgen daoulagad ann Aotrou a zeû war ar ré a zouj anézhan̄, ha war ar ré a laka hô géd enn hé drugarez.
Proverbs 10:7Én̄vor ann dén reiz a vézô meûlet; hag hanô ann dén fallagr a vreinô.
Ecclesiastes 8:10Gwélet em eûz tûd fallagr bésiet, péré pa oan̄t c’hoaz béô, a oa el léac’h san̄tel, hag a oa meûlet é kéar, ével pa vijé bét reiz hô ôberiou; hôgen kémen̄t-sé a zô ivé avel,