Levr ar Salmoù 34
1Mé a vennigô ann Aotrou é péb amzer; hé veûleûdi a vézô bépréd em génou.
2Va éné a lakai hé c’hloar enn Aotrou: ra glevô ar ré gûn̄, ha r’en em laouénain̄t.
3Embannit gan-én̄ meûrded ann Aotrou; ha lidomp kévret hé hanô.
4Klasket em eûz ann Aotrou, hag hén̄ en deûz klévet ouz-in; hag hén̄ en deûz va zennet eûz va holl en̄krézou.
5Tôstait out-han̄, hag é viot skléréet; hag hô pennou na vézin̄t két gôlôet a véz.
6Ar paour-zé en deûz garmet, hag ann Aotrou en deûz klévet out-han̄ hag en deûz hé zieûbet eûz hé holl en̄krézou.
7Éal ann Aotrou a iélô war-drô ar ré a zouj anézhan̄; hag hén̄ hô dieûbo.
8Tan̄vit, ha gwélit péger c’houek eo ann Aotrou; euruz eo ann dén a laka hé c’héd enn-han̄.
9Doujit ann Aotrou, c’houi holl hé zen̄t, râk n’eûz két a ziénez évid ar ré a zouj anézhan̄.
10Ar re binvidik hô deûz bét diénez ha naoun; hôgen ar ré a glask ann Aotrou n’hô deûz diouéret mâd é-béd.
11Deûit, bugalé, sélaouit ac’hanoun: mé a zeskô d’é-hoc’h doujan̄s ann Aotrou.
12Piou eo ann dén a gâr ar vuez hag a fell d’ézhan̄ gwélout deisiou mâd?
13Distrô da zéôd diouc’h ann drouk ha mîr oud da vuzellou na livirin̄t geriou touelluz.
14Distrô diouc’h ann drouk, ha grâ ar mâd; klask ar péoc’h, hag heûḻ anézhan̄.
15Daoulagad ann Aotrou a zô war ar ré vâd; hag hé ziskouarn a zélaou hô fédennou.
16Hôgen daoulagad ann Aotrou a zô trôet a-éneb ar ré a ra drouk, évit kolla ann évor anézhô diwar ann douar.
17Ann dûd reiz hô deûz garmet, hag ann Aotrou en deûz klévet out-hô; hag hén̄ en deûz hô dieûbet eûz hô holl en̄krézou.
18Ann Aotrou a zô tôst d’ar ré a zô en̄krézet hô c’haloun; hag ar ré vuel a spéred a zieûbô.
19Kalz a en̄krézou hô deûz ann dud reiz; hag anézhô holl é vézin̄t dieûbet gan̄d ann Aotrou.
20Ann Aotrou a vîr hô holl eskern; na vézô két torret unan anézhô.
21Marô ar béc’herien a zô reûzeûdik-brâz; hag ar ré a gasa ann dén reiz a béc’hô.
22Ann Aotrou a zasprénô énéou hé zervicherien; hag ar ré holl a laka hô géd enn-han̄ na béc’hin̄t két. ———— XXXIV. PSALM. Da Zavid, évid David.