Levr ar Salmoù 35:12
Disteûrel a réan̄t d’in droug évit mâd; ha va éné a zizéc’hen̄t.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
They rewarded me evil for good to the spoiling of my soul.
In Context
11Testou gaou a zô bét savet, hag hî hô deûz gréat d’in goulennou diwar-benn traou ha na wienn két.
Cross References
1 Samuel 19:15Na denni két da drugarez diwar va zî da-vikenn, pa en dévézô ann Aotrou diskolpet énébourien David diwar ann douar bétég ann divéza. Ra vézô tennet Jonatas eûz hé dî, ha ra vézô tennet David gan̄d ann Aotrou eûz a zaouarn hé énébourien.
1 Samuel 22:13David éta hag hé dûd péré a oa war-drô c’houéac’h kan̄t, a iéaz-kuît eûz a Zeila hag a gildrôé tû-man̄ ha tû-hon̄t, hép gouzout war pé zû mon̄t. Ha lavaret é oé da Zaül pénaoz é oa éat David dioc’h Seila hag é oa téc’het-kuît: râk-sé na fellaz mui d’ézhan̄ mon̄d dî.
1 Chronicles 19:4Hanon éta a douzaz penn ha barô servicherien David, hag a drouc’haz hô saéou adaleg hô réor bétég ann treid, hag hô c’hasaz-kuît.
Psalms 38:21Na zilez két ac’hanoun, Aotrou va Doué; na bella két diouz-in.
Psalms 109:5Rô d’ar péc’her ar galloud war-n-ézhan̄; ha ra zavô ann diaoul enn hé zourn déou.
Proverbs 17:13Néb a zistôlô drouk évid mâd, n’az ai két ann droug eûz hé dî.