The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 35

1Barn, Aotrou, ar ré a ra gaou ouz-in; trec’h ar ré a stourm ouz-in.

2Kémer da armou ha da diren, ha sâv évit va skoazella.

3Tenn da glézé, ha sâv eur c’haé oud ar ré a heskin ac’hanoun. Lavar d’am éné: Mé zô da zilvidigez.

4Ra vézô mézekéet ha spoun̄tet ar ré a glask va buez; ra zistrôiô war hô c’hiz, ha ra vézô mézékéet ar ré a fell d’ézhô ôber drouk d’in.

5Ra zeûin̄t ével ar poultr dirâg ann avel; hag éal ann Aotrou ra waskô anézhô.

6Ra vézô hô hén̄t téval ha riskluz; ha r’az ai éal ann Aotrou war hô lerc’h.

7O véza ma hô deûz héb abek aozet eur spi é-kûz évit va laza; hag hô deûz ivé héb abek kunuc’het va éné.

8Ra zeûiô d’ézhan̄ eur spi ha na wézô két; ra vézô paket enn hini en dôa kuzet; ra gouezô enn hé spi hé-unan.

9Hôgen va éné a dridô enn Aotrou; hag hén̄ a gavô hé zudi enn hé zilvidigez.

10Va holl eskern a lavarô: Aotrou, piou a zô hén̄vel ouz-id? Te eo a denn ann ézommek eûz a zaouarn ar ré a zô kréoc’h égét-han̄, hag ann tavan̄tek hag ar paour eûz a zaouarn ar ré a wast anézhan̄.

11Testou gaou a zô bét savet, hag hî hô deûz gréat d’in goulennou diwar-benn traou ha na wienn két.

12Disteûrel a réan̄t d’in droug évit mâd; ha va éné a zizéc’hen̄t.

13Hôgen mé pa hégen̄t ac’hanoun, é wiskenn eur zaé reûn. Va éné a vuéléenn er iûn; ha va féden a drôenn war-zû va askré.

14Truez em bôa out-pép-hini anézhô ével pa vé bét kâr pé vreûr d’in; hag en em vuéléenn er gwélvan hag er geinvan.

15Hôgen hî a zô en em laouénéet diwar va fenn, hag a zô en em strollet ouz-in; kalz gloasiou hô deûz savet war-n-oun, hép ma wienn pérâk.

16Skiñet in̄t bét, hôgen n’hô deûz két bét a geûz; va arnodet hô deûz; va c’hunuc’het hô deûz oc’h ôber goab ac’hanoun; skriñet hô deûz hô den̄t ouz-in.

17Peûr, Aotrou, é selli out kément-sé? Dieûb va éné eûz hô drougiez, va éné a zô hé-unan é-kreiz al léoned.

18Mé a an̄savô ac’hanod enn eur strollad brâz; mé a veûlô ac’hanod é-kreiz eur bobl paot.

19N’en em laoûénaen̄t két diwar va fenn, ar ré a zô da énébourien d’in gan̄d direizded; péré a gasa ac’hanoun héb abek, hag a ra arouésiou gan̄d hô daoulagad.

20Râg hî a gomzé ouz-in gan̄t péoc’h; hôgen pa gomzen̄t dirâg ar boblou leûn a frouden, ménosiou touelluz n’hô dôa kén.

21Hag hî hô deûz digoret-brâz hô génou war-n-oun, ô lavarout: Mâd, mâd, hon daoulagad hô deûz gwélet.

22Gwélet éc’h eûz, Aotrou, na dav két; Aotrou, na bella két diouz-in.

23Sâv, hag en em rô d’am barn; va Doué ha va Aotrou, en em rô d’am c’héfridi.

24Barn ac’hanoun hervez da reizded, Aotrou va Doué, ha n’en em laouénaen̄t két diwar va fenn.

25Na lavaren̄t két enn hô c’halonou: Mâd, mâd, en em laouénaomp; na lavaren̄t két: Hé loun̄ket hon eûz.

26Ra vézô mézékéet ha spoun̄tet ar ré en em laouéna eûz va gloasiou. Ra vézô gôlôet a véz hag a spoun̄t ar ré a gomz gan̄t rôgen̄tez em enep.

27Ra dridô ha r’en em laouénai ar ré a gâr va reizded; ha ra livirin̄t bépréd: Meûlet-brâz ra vézô ann Aotrou, hî péré a gâr péoc’h hé zervicher.

28Ha va zéôd a brédériô da reizded: hag é embanninn da veûleûdi héd ann deiz. ———— XXXV. PSALM. Évid ann divez da Zavid, servicher ann Aotrou.

← Levr ar Salmoù 34Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 36 →

Study Levr ar Salmoù 35

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150