Levr ar Salmoù 35:15
Hôgen hî a zô en em laouénéet diwar va fenn, hag a zô en em strollet ouz-in; kalz gloasiou hô deûz savet war-n-oun, hép ma wienn pérâk.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Job 30:1Hôgen brema ar ré iaouan̄koc’h égéd-oun a ra goab ac’hanoun, hî a béré na vijé két prizet d’in lakaad ann tadou gan̄t chas va zropel:
Psalms 7:2Gan̄d aoun na skrapfé va éné ével eul léon, pa n’eûz hini a helfé va zenna ac’hanô, na va dieûbi.
Psalms 35:8Ra zeûiô d’ézhan̄ eur spi ha na wézô két; ra vézô paket enn hini en dôa kuzet; ra gouezô enn hé spi hé-unan.
Psalms 38:17O véza ma ounn daré da véza skourjézet, ha ma éma bépréd va glac’har dirâk va daoulagad;
Psalms 57:4Hag hén̄ en deûz tennet va éné eûz a greiz al léonédigou; kousket ounn bét leûn a reûstl. Bugalé ann dûd hô deûz den̄t ével armou ha saésiou: hag hô zéôd a zô eur c’hlézé lemm.
Psalms 71:10Râk va énébourien hô deûz gwall gomzet ouz-in; hag ar ré a viré va buez a zalc’haz kuzul étré-z-hô,