Levr ar Salmoù 37
1Na érez két ann dûd drouk, ha na c’hourvenn két ar ré a ra fallagriez.
2Râg abarz némeûr é tizec’hin̄t ével ar foenn, hag é wévin̄t ker buan hag ar géot pé al louzou.
3Laka da c’héd enn Aotrou, ha grâ ar mâd, hag éz î da choum war ann douar, hag é vézi maget gan̄d hé vadou.
4Laka da zudi enn Aotrou; hag hén̄ a rôiô d’id goulennou da galoun.
5Diskouéz d’ann Aotrou da hen̄t, ha laka da c’héd enn-han̄, hag hén̄ her grâi.
6Hag hén̄ a lakai da skédi da reizded ével eur c’houlaouen, ha da varn ével ar c’hrésteiz.
7Sen̄t oud ann Aotrou, ha péd-hén̄. Na érez két ann hini en deûz eûr-vâd enn hé heñt; nag ann dén a râ traou direiz.
8Dilez ar vuanégez hag ar frouden; na érez két, évit na zeûi két da véza drouk.
9Râg ar ré a ra drouk a vézô kaset-da-gét; hôgen ar ré a c’hortoz ann Aotrou, hô dévézô ann douar évid hô digwéz.
10Ha c’hoaz eunn nébeûdik, hag ar péc’her na vézô mui. Ha té a glaskô al léac’h ma’z oa enn-han̄, ha n’her c’havi két.
11Hôgen ar ré gûn̄ hô dévézô ann douar da zigwéz; hag a gavô hô dudi enn eur founder a béoc’h.
12Ar péc’her a wélô ann dén reiz; hag hén̄ a skriñô hé zen̄t out-han̄.
13Hôgen ann Aotrou a raiô goab anézhan̄; ô véza ma wél pénaoz é teûiô hé zeiz.
14Ar béc’hérien hô deûz dic’houinet hô c’hlézé; hô gwareg hô deûz steñet, évid diskara ar paour hag ann ézommek; évit laza ar ré éeun a galoun.
15R’az ai hô c’hlézé enn hô c’haloun hô-unan; ha ra vézô torret hô gwarek.
16Madou dister a zô gwelloc’h d’ann dén reiz, égét madou brâz ar béc’herien.
17Râk divrec’h ar béc’herien a vézô torret; hôgen ann Aotrou a starta ann dûd reiz.
18Ann Aotrou a anavez deisiou ar ré zinam: hag hô digwéz a vézô peûr-baduz.
19Na vézin̄t két bévézet enn amzer zrouk, hag é deisiou ann naounégez hô dévézô hô gwalc’h:
20Râg ar béc’herien a vézô kollet; hag a véac’h ma vézô bét énoret ha gorréet énébourien ann Aotrou, ma vézin̄t diskaret, ha ma tiaézin̄t ével môged.
21Ar péc’her a emprestô, ha na baéô két; hôgen ann dén reiz en dévézô truez hag a rôiô.
22Râg ar ré a vennig anézhan̄ hô dévézô ann douar da zigwéz; hag ar ré a villig anézhan̄ a vézô kollet a-grenn.
23Kamméjou ann dén reiz a vézô rénet gan̄d ann Aotrou; hag hén̄ a gavô-mâd hé hen̄t.
24Mar kouéz, na vézô két torret; râg ann Aotrou a laka hé zourn dindan-han̄.
25Iaouan̄k ounn bét, ha bréma ounn kôz; ha n’em eûz két gwélet eunn dén reiz dilézet, nag hé wenn ô klask hé vara.
26Héd ann deiz é ra ann aluzen hag é prést; hag hé wenn a vézô benniget.
27Distrô diouc’h ann drouk, ha grâ ar mâd; hag ez pézô eunn tî peûr-baduz.
28Râg ann Aotrou a gâr ar reizded, ha na zilézô két hé zen̄t; da-vikenn é vézin̄t miret. Ar ré zireiz a vézô gwanet; ha gwenn ar ré fallagr a vézô kaset-da-get.
29Ann dûd reiz hô dévézô ann douar da zigwéz; hag hî a choumô war-n-ézhan̄ a-héd ann holl gan̄tvéjou.
30Génou ann dén reiz a bréderiô war ar furnez, hag hé déôd a gomzô hervez ar reizded.
31Lézen hé Zoué a zô enn hé galoun; hag hé gamméjou na horellin̄t két.
32Ar péc’her a zell oc’h ann dén reiz; hag a glask ann tû d’hé laza.
33Hôgen ann Aotrou na zilézô két anézhan̄ étré hé zaouarn; ha na damallô két anézhan̄ pa vézô barnet.
34Gortoz ann Aotrou, ha mîr hé hen̄t; hag hén̄ a zavô ac’hanod, évit m’az pézô ann douar da zigwéz; ha pa vézô dispennet ar béc’herien, té a wélô.
35Gwélet em eûz ann dén fallagr uc’héléet, ha kenn uc’hel ha gwéz-sedr Liban.
36Ha tréménet, ounn, ha chétu né oa mui; hag hé glasket em eûz, ha n’em eûz két kavet al léac’h ma’z oa enn-han̄.
37Mîr ann dinamded, ha gwél ar reizded; râk madou é-leiz a choumô d’ann dén habask.
38Hôgen ar ré zireiz a iélô-da-gét kévret; dilerc’h ar ré fallagr a vézô dispennet.
39Hôgen silvidigez ann dûd reiz a zeû eûz ann Aotrou; hag hén̄ eo hô difenner é amzer ann en̄krez.
40Hag ann Aotrou a skoazellô anézhô, hag hô dieûbô; hag hén̄ a dennô anézhô eûz a zaouarn ar béc’herien, hag a zavétei anézhô; ô véza ma hô deûz lékéat hô géd enn-han̄. ———— XXXVII. PSALM. Psalm David, évid ann évor eûz ar sabbat.