Levr ar Salmoù 41:1
Euruz eo ann dén a laka évez oud ann tavan̄tek hag oud ar paour: er gwall zeiz é vézô tennet a boan gan̄d ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Blessed is he that considereth the poor: the LORD will deliver him in time of trouble.
In Context
Cross References
Ruth 2:19Hag hé mamm-gaer a lavaraz d’ézhi: É péléac’h éc’h eûz-té pennaouet hiriô, hag é péléac’h éc’h eûz-té labouret? Ra vezô benniget ann hini en deûz bét truez ouz-id. Ha Ruth a rôaz da anaoud d’ézhi é tî piou é dôa labouret, hag é lavaraz pénaoz ann dén-zé a oa hanvet Booz.
Job 31:16Ma em eûz dinac’het d’ar béorien ar péz hô dôa c’hoan̄t da gaout; ha ma em eûz lékéat daoulagad ann in̄tan̄vez da c’hortozi:
Psalms 37:19Na vézin̄t két bévézet enn amzer zrouk, hag é deisiou ann naounégez hô dévézô hô gwalc’h:
Psalms 37:39Hôgen silvidigez ann dûd reiz a zeû eûz ann Aotrou; hag hén̄ eo hô difenner é amzer ann en̄krez.
Psalms 112:9Skuḻet en deûz hé vadou, war ar béorien; hé reizded a choum enn holl gan̄tvéjou; hé c’halloud a vézô savet er c’hloar.
Proverbs 16:14Buanégez ar roué a zô eur c’hannad a varô; hag ann dén fûr hé habaskai.