Levr ar Salmoù 41
1Euruz eo ann dén a laka évez oud ann tavan̄tek hag oud ar paour: er gwall zeiz é vézô tennet a boan gan̄d ann Aotrou.
2Ra virô ann Aotrou anézhan̄, ra rôi eur vuez hîr d’ézhan̄, r’hel lakai da véza euruz war ann douar: ha na lézet két anézhan̄ da c’hoan̄t hé énébourien.
3Ra zigasô ann Aotrou fréalzidigez d’ézhan̄ war hé wélé a c’hloaz; hé wélé holl éc’h eûz trôet ha distrôet enn hé glén̄ved.
4Évid-oun-mé em eûz lavaret: Aotrou, az péz truez ouz-in; paré va éné, râk péc’het em eûz enn da énep.
5Va énébourien hô deûz lavaret drouk d’in: Peûr é varvô, hag é vézô kaset hé hanô da-gét?
6Mar teûé unan-bennag anézhô d’am zî évit va gwélout, é lavaré traou gwân; hé galoun é deûz dastumet ar fallagriez évit-han̄. Mon̄t a réa er-méaz, hag é komzé enn hévélep doaré.
7Va holl énébourien a gomzé é-kûz em énép; hag hî a venné ivé droug em énep.
8Eunn dra direiz em énep hô deûz lékéat enn hô fenn; hôgen ann hini a zô kousket er marô, hag hén̄ na hellô két sével adarré da véo (M)?
9Râg ann dén gan̄t péhini é vévenn é péoc’h, é péhini en em fisienn, ha péhini a zébré eûz va bara, a zô bét trubard em c’hén̄ver.
10Hôgen té, Aotrou, az péz truez ouz-in, ha gra d’in sével eûz a varô da véô ha mé a zistolô d’ézhô ann drouk hô deûz gréat (M).
11Anavézet em eûz pénaoz é karez ac’hanoun, ô véza n’en em laouénai két va énébour diwar va fenn.
12Enn abek d’am dinamded éc’h eûz va digéméret; hag éc’h eûz va startéet dira-z-oud da-vikenn.
13Benniget ra vézô ann Aotrou, Doué Israel enn holl gan̄tvéjou. Evel-sé bézet gréat; ével-sé bézet gréat. ———— XLI. PSALM. Évid ann divez, poell da vipien Koré.