Levr ar Salmoù 44:1
Doué, klevet hon eûz gan̄d hon diskouarn: hon tadou hô deûz danévellet d’é-omp al labour éc’h eûz gréat enn hô deisiou, hag enn deisiou ken̄t.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 21:27Dré-zé eo é lévéreur dré eul lavar paot: Deûit da Hesébon, ra vézô diazézet, ra vézô savet kéar Séhon.
Judges 6:13Ha Gédéon a lavaraz d’ézhan̄: Lavar d’in, va Aotrou, mé az péd, mar d-éma ann Aotrou gan-é-omp, pérâg é c’hoarvez kémen̄t-sé gan-é-omp? Péléac’h éma hé vurzudou, hô deûz danévellet d’é-omp hon tadou, ô lavarout: ann Aotrou en deûz hon tennet eûz ann Éjipt? Hôgen bréma ann Aotrou en deûz hon dilézet hag hol lékéat étré daouarn ar Vadianited.
Job 15:17Hé ziskouéza a rinn d’id, sélaou ac’hanoun; ar péz em eûz gwélet a zanévellinn d’id.
Psalms 42:1Ével ma c’hoan̄ta ar c’harô douréier ar feun̄teuniou; ével-sé, va Doué, é c’hoan̄ta va éné ac’hanod.
Psalms 77:5Enn deisiou kûz é kounenn; hag ar bloavésiou peûr-baduz em bôa em spéred.