The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 44

1Doué, klevet hon eûz gan̄d hon diskouarn: hon tadou hô deûz danévellet d’é-omp al labour éc’h eûz gréat enn hô deisiou, hag enn deisiou ken̄t.

2Da zourn en deûz kaset-da-gét ar brôadou, hag éc’h eûz hô lékéat énô: glac’haret hag harluet éc’h eûz ar boblou-zé.

3Râk né két gan̄d hô c’hlézé eo éz in̄t deûet da véza perc’hen d’ann douar (T): ha né két hô bréac’h é deûz hô dieûbet; hôgen da zourn déou, ha da vréac’h, ha sklerder da zremm; ô véza ma éc’h eûz hô c’haret.

4Té a zô ivé va roué ha va Doué: té péhini éc’h eûz dieûbet Jakob gan̄d da c’hourc’hémenn.

5Enn-od é kavimp ann ners évid diskara hon énébourien; hag enn da hanô é raimp faé war ar ré a zaô enn hon énep (T).

6Râk na likiinn két va géd em gwarek; ha va c’hlézé na zieûbô két ac’hanoun.

7O véza ma eo té éc’h eûz hon tennet eûz a zaouarn ar ré a c’hlac’haré ac’hanomp; hag éc’h eûz gôlôet a vez ar ré hô dôâ kas ouz-omp (T).

8É Doué en em veûlimp héd ann deiz: hag éc’h an̄savimp da hanô da-vikenn.

9Hôgen bréma éc’h eûz hor bannet hag hor mézékéet; ha na gerzez mui gan̄d hon arméou.

10Hol lékéat éc’h eûz da drei kein d’hon énébourien; ha nî a zô deûet da breiz d’ar ré hor c’haséé.

11Hor rôet éc’h eûz ével ann dén̄ved a zébreur; hag éc’h eûz hor skiñet é-touez ar brôadou.

12Gwerzet éc’h eûz da bôbl hép gounid: hag évid nébeûd a drâ in̄t bet prénet.

13Da zismégan̄s éc’h eûz hol lékéat dirâg hon amézéien, ha da gunuc’hen ha da c’hoapérez d’ar ré a zô war hon trô.

14Da zorc’hen éc’h eûz hol lékéat é-touez ar brôadou; hag ar boblou a hej hô fenn.

15Va méz a zô dira-z-oun héd ann deiz: hag ar vézégez a wéleur war va dremm a c’hôlô ac’hanoun,

16Gan̄t mouéz ann hini a damall ac’hanoun, hag a zrouk-prézég ganén̄; da wél va énébour ha va heskiner.

17Kémen̄t-sé holl a zô bét c’hoarvézet gan-é-omp, ha n’hon eûz két da an̄kounac’héet; ha n’hon eûz két droûg-c’hréat é-kén̄ver da gévrédigez.

18Né kéd éat hor c’haloun war hé gîz; ha n’éc’h eûz két distrôet hor c’hamméjou dioûc’h da hen̄t;

19O véza ma éc’h eûz hor vuéléet enn eul léac’h a c’hlac’har, ha ma omb bét gôlôet gan̄t skeûd ar marô.

20Ma hon eûz an̄kounac’héet hanô hon Doué, ha ma hon eûz astennet hon daouarn étrézég eunn Doué a-ziavéaz:

21Ha na en̄klaskô két Doué kémen̄t-sé? Râg hén̄ a anavez ar péz a zô kuzet er c’haloun. Râk kaset omp d’ar marô bemdez évid-oud; lékéat omp é-c’hîz dén̄ved mâd da véza lazet.

22Saô, pérâg oud-dé kousket, Aotrou? Saô, ha na zistol két ac’hanomp da-vikenn.

23Pérâg é tistrôez-té da zaoulagad, hag éc’h an̄kounac’héez hor paourén̄tez hag hon en̄krez?

24Râg hon éné a zô vuéléet er poultr; hâg hor c’hôv a zô staget oud ann douar.

25Saô, Aotrou, skoazell ac’hanomp ha daspren ac’hanomp enn abek d’as hanô. ———— XLIV. PSALM. Évid ann divez, évid ar ré a vézô trôet, da vipien Koré évid ar poell, kanaouen évid ar miñoun-kêr.

← Levr ar Salmoù 43Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 45 →

Study Levr ar Salmoù 44

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150