Levr ar Salmoù 46:2
Râk-sé n’hor bézô két a aoun, ha pa vé kéflusket ann douar; ha pa vé dizouget ar ménésiou é-kreiz ar môr.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 22:3Doué a zô va skoazel, ha mé a fisiô enn-han̄: va ziren eo, ha galloud va zilvidigez: va gorréer, ha va gwarez: va Zalver; eûz ar fallagriez é tieûbi ac’hanoun.
Psalms 23:4Râk, ha pa valéfenn é-kreiz skeûd ar marô, n’am bézô két a aoun râg ann drouk, ô véza ma oud gan-én̄. Da wialen ha da vâz hô deûz va dic’hlac’haret.
Psalms 28:7Ann Aotrou eo va skoazel ha va gwarézer: va c’haloun é deûz lékéat hé géd enn-han̄, hag ounn bét skoazellet; ha névézet eo bét va c’hîk; ha mé a veûlô anézhan̄ a greiz kaloun.
Psalms 59:17Kana a rinn d’id, ô va c’henners, ô véza ma oud Doué, va difenner, va Doué, va zrugarez. ———— LIX. PSALM. Évid ann divez, évid ar ré a vézô névézet; ann dra-man̄ a oa skrivet da én̄vor, évit kélen da Zavid, pa lékéaz ann tân er Mésopotamia-Siria, hag é Sobal, hag é tistroaz Joab, péhini en em daolaz war ann Iduméa, hag a lazaz daouzék mil den é traon̄ien ar c’hoalennou.
Psalms 62:9Koulskoudé bugalé ann dûd a zô didalvez, bugalé ann dûd a zô gaouiad er balan̄sou; hag hî en em unan kévret enn didalvédigez évit touella.
Psalms 91:2D’ann Aotrou é lavarô: Va digémérer oud, ha va ménéc’hi; va Doué eo, hag enn-han̄ é likiin va géd,