Levr ar Salmoù 46
1Doué eo hor ménéc’hi, hag hon ners; hor skoazel eo bét enn en̄krézou brâz a zô deûet enn-drô d’é-omp.
2Râk-sé n’hor bézô két a aoun, ha pa vé kéflusket ann douar; ha pa vé dizouget ar ménésiou é-kreiz ar môr.
3Trouz hô deûz gréat hé zouréier, hag in̄t bét héjet; ar ménésiou a zô bét horellet gan̄d hé ners brâz.
4Réd eur ster a laouéna kéar Doué; ann uc’héla en deûz san̄télet hé dabernakl.
5Enn hé greiz éma Doué, ha dré-zé na vézô két horellet; ha Doué a skoazellô anézhan̄ adaleg goulou-deiz.
6Ar brôadou a zô bét reûstlet, hag ar rouan̄télésiou a zô bét diskaret; hé vouéz en deûz rôet, hag ann douar a zô bét horellet.
7Aotrou ann arméou a zô gan-é-omp: Doué Jakob eo hon digémer.
8Deûit, ha gwélit oberiou ann Aotrou, en deûz lékéat da vurzudou war ann douar;
9O lakaad da éhana ar brézéliou bété penn ann douar. Ar wareg a dorrô, ann armou a vrévô; hag ann tirennou a zévô gan̄d ann tân.
10Bézit enn éhan, ha gwélit pénaoz eo mé Doué: huéléet é vézinn é-kreiz ar brôadou, huéléet é vézinn enn douar holl.
11Aotrou ann arméou a zô gan-é-omp. Doué Jakob eo hon digémer. ———— XLVI. PSALM. Évid ann divez, évit mipien Koré, Psalm.