Levr ar Salmoù 50:16
Hôgen Doué en deûz lavaret d’ar péc’her: Pérâg é embannez-té va reisiou, hag éc’h eûs-té va c’hévrédigez enn da c’hénou?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
15Galv ac’hanoun é deiz ann en̄krez; mé az dieûbô, ha té a énorô ac’hanoun.
17Râk té éc’h eûz kaséet ar c’hélen; hag éc’h eûz taolet va geriou adré d’id.
Cross References
Psalms 78:36Hôgen hî a garaz anézhan̄ a c’hénou; hag hô zéôd a lavaré gévier d’ézhan̄.
Isaiah 1:11Da bétrâ eo d’in al lod brâz a viktimou-zé a gennigit d’in; émé ann Aotrou? A-walc’h em eûz: na garann két sakrifisou hô tourzed, na lard hô tropellou, na goad al leûéou, ann ein hag ar bouc’hed.
Isaiah 48:1Ével-henn é lavar ann Aotrou: Pétrâ eo ar skrid-rann-zé, gan̄t péhini em euz kaset-kuît da vamm? Pé piou eo ar c’hrédour-zé d’in da béhini em eûz hô kwerzet? Chétu enn abek d’hô fallagriézou oc’h bét gwerzet, hag enn abek d’hô kwallou em eûz kaset-kuît hô mamm.
Isaiah 55:6É mein ar froud éc’h eûz lékéat da fisian̄s; énô éma da lôd: braoued-kennig éc’h eûz skuḻet war-n-ézhô, sakrifisou éc’h eûz gréat d’ézhô; ha na zavô két a zroug enn-oun diwar-benn kémen̄t-sé?
Jeremiah 7:4Ha té a lavarô d’ézhô: Ével-henn é lavar ann Aotrou: Néb a zô kouézet, ha na assavô mui? Ha néb a zô trôet diwar hé hen̄t, ha na zistrôiô mui?
Ezekiel 20:37Ha mé hô lakai da bléga dindân va gwalen, hag hô tigasô é éréou va c’hévrédigez.