The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 50

1Doué ann douéed, ann Aotrou en deûz komzet: hag hén̄ en deûz galvet ann douar, adalek ar sâv-héol bétég ar chûs-héol.

2Eûz a Zion é teûi skéd hé c’héned.

3Doué a zeûiô enn eunn doaré splann: hon Doué a zeûiô, ha na davô két. Ann tân a grogô dira-z-han̄; hag eunn arné gré a vézô enn-drô d’ézhan̄.

4Gervel a rai ann én̄v diwar-laez; hag ann douar diwar naou évit dibaba hé bobl.

5Strollit dira-z-han̄ hé zen̄t, péré hô deûz gréat kévrédigez gan̄t-han̄ gan̄t sakrifisou.

6Hag ann én̄vou a embannô hé reizded; râk Doué hé-unan eo ar barner.

7Sélaou, va fobl, ha mé a gomzô; Israel, ha mé a rôiô testéni d’id: mé eo Doué, mé eo da Zoué.

8Na damallinn két ac’hanod évid da zakrifisou; râk da zakrifisou-losk a zô bépréd dira-z-oun.

9Na gémérinn két leûéou eûz da dî; na bouc’hed eûz da dropellou.

10Râg holl loéned ar c’hoajou a zô d’in, hag ivé loéned ar ménésiou, hag ann éjenned.

11Evned ann én̄v a anavézann; ha kaerded ar parkou a zô em c’herz.

12Ma em eûz naoun, n’hel livirinn két d’id; râg ann douar holl ha kémen̄d a zô enn-han̄ a zô d’in.

13Ha dibri a rinn-mé kîg ann tirvi? Pé éc’h évinn goâd ar bouc’hed?

14Kennig da Zoué eur sakrifiz a veûleûdi; ha rô da wéstlou d’ann Uc’héla.

15Galv ac’hanoun é deiz ann en̄krez; mé az dieûbô, ha té a énorô ac’hanoun.

16Hôgen Doué en deûz lavaret d’ar péc’her: Pérâg é embannez-té va reisiou, hag éc’h eûs-té va c’hévrédigez enn da c’hénou?

17Râk té éc’h eûz kaséet ar c’hélen; hag éc’h eûz taolet va geriou adré d’id.

18Mar gwélez eul laer, é rédez gan̄t-han̄; ha gan̄d ann avoultrerien é kémérez da lôd.

19Da c’hénou a oa leûn a zrougiez, ha da déôd na aozé némét touellérézou.

20Pa oaz azézet, é komzez a-énep da vreûr, hag é aozez spi a-enep mâb da vamm.

21Kémen̄t-sé éc’h eûz gréat, hag ounn tavet. Krédet éc’h eûz, dén fallagr, pénaoz é vijenn hén̄vel ouz-id; da damallout a rinn, hag é likiinn ac’hanod dira-z-od da-unan.

22Poellit kémen̄t-sé, c’houi péré a an̄kounac’ha Doué, gan̄d aoun na skrapfé ac’hanoc’h, ha na vé dén évid hô tenna a boan.

23Ar sakrifiz a veûleûdi a énorô ac’hanoun; hag hen-nez eo ann hen̄t dré béhini é tiskouézinn d’ézhan̄ silvidigez Doué. ———— L. PSALM. Évid ann divez, Psalm David, pa zeûaz ar profed Natan étrézeg enn-han̄, goudé ma oa bét ô kaout Betsabéé.

← Levr ar Salmoù 49Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 51 →

Study Levr ar Salmoù 50

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150