Levr ar Salmoù 53:2
Saotret in̄t, hag argarzuz in̄t deûet enn hô fallagriézou; n’eûz hini a gémen̄t a rajé ar mâd.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
1Ann dén diskian̄t en deûz lavaret enn hé galoun: N’eûz két a Zoué.
Cross References
1 Chronicles 28:9Ha té, Salomon va mâb, anavez Doué da dâd, ha servich anézhan̄ gan̄d eur galoun vâd, hag eunn ioul stard: râg ann Aotrou a furch enn holl galounou, hag a anavez holl vénosiou ar spéred. Ma her c’hlaskez, her c’havi; hôgen ma hen dilézez, é tistolô ac’hanod da-vikenn.
Psalms 10:4Ar péc’her en deûz savet droug enn Aotrou, hag enn abek d’hé vuanégez vrâz na glaskô két anézhan̄.
Psalms 27:8Va c’haloun é deûz komzet ouz-id, va daoulagad hô deûz da glasket; da zremm a glaskinn, ô Aotrou.
Psalms 102:19O véza m’en deûz sellet eûz a lein hé léac’h san̄tel; sellet en deûz ann Aotrou eûz ann én̄v oud ann douar:
Isaiah 55:6É mein ar froud éc’h eûz lékéat da fisian̄s; énô éma da lôd: braoued-kennig éc’h eûz skuḻet war-n-ézhô, sakrifisou éc’h eûz gréat d’ézhô; ha na zavô két a zroug enn-oun diwar-benn kémen̄t-sé?