Levr ar Salmoù 53
1Ann dén diskian̄t en deûz lavaret enn hé galoun: N’eûz két a Zoué.
2Saotret in̄t, hag argarzuz in̄t deûet enn hô fallagriézou; n’eûz hini a gémen̄t a rajé ar mâd.
3Doué en deûz sellet eûz ann én̄v out bugalé ann dûd: évit gwélout hag éz eûz unan poellek-bennâg, pé a glaskfé Doué.
4En em zihin̄chet in̄t holl; didalvez in̄t deûet holl; n’eûz két enn hô zouez hag a rajé ar mâd, n’eûz hini é-béd.
5Ha n’her gwézin̄t két, hî holl péré a ra fallagriez, hî péré a loun̄k va fobl ével eunn tamm bara?
6N’hô deûz két galvet Doué: énô hô deûz krénet gan̄d aoun, el léac’h na oa két a aoun da gaout. O véza m’en deûz Doué brévet eskern ar ré a fellé d’ézhô plijout d’ann dûd; in̄t bét mézékéet, ô véza ma en deûz Doué hô disprizet.
7Piou eûz a Zion a rôiô silvidigez da Israel? Pa en dévézô Doué lékéat da éhana sklavérez hé bobl, Jakob a dridô, hag Israel en em laouénai. ———— LIII. PSALM. Évid ann divez, war ar c’hanaouennou, poell da Zavid, pa zeûaz ar Ziféed, hag é léverchon̄t: ha né két kuzet David enn hon touez?