Levr ar Salmoù 55:5
Ann aoun hag ar c’hrén a zô kroget enn-oun; hag ann dévalien é deûz va gôlôet:
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
Fearfulness and trembling are come upon me, and horror hath overwhelmed me.
In Context
4Va c’haloun a zô reûstlet enn-oun; ha spoun̄t ar marô a zô kouézet war-n-oun.
6Hag em eûz lavaret: Piou a rôiô d’in diou-askel ével ar goulm, hag é nijinn, hag é arzaôinn?
Cross References
Job 6:4Râk saésiou ann Aotrou a zô san̄ket enn-oun, hô drougiez a hesk va spéred, hag ar spoun̄t râg ann Aotrou a stourm ouz-in.
Job 23:15Râk-sé eo ounn strafiḻet dira-z-han̄, ha pa zellann out-han̄, ounn spoun̄tet-brâz.
Psalms 42:6Ha va Doué. Va éné a zô bét en̄krézet enn-oun va-unan; râk-sé em bézô koun ac’hanod eûz a zouar ar Jourdan, eûz a Hermon, hag eûz ar ménez bihan.
Psalms 88:15Paour ounn, hag el labouriou adalek va iaouan̄ktiz: goudé béza bét uc’héléet, ounn bét vuéléet ha reûstlet.
Isaiah 21:4Râk-sé em eûz lavaret: Pellait diouz-in; mé a wélô gan̄t c’houervder; n’en em likit két é poan da zic’hlac’hari ac’hanoun diwar-benn disman̄tr merc’h va fobl.
Luke 22:44Hag é teûaz d’ézhan̄ eur c’houézen é-c’hîz béradou goâd a zirédé bétég ann douar.