The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 55

1Sélaou, ô Doué, out va féden, ha na zispriz két va goulenn vuel.

2Sell ouz-in, ha sélaou ouz-in. Glac’haret ounn bét enn eur brédéria war va foaniou (T); reustlet ounn,

3Gan̄t mouéz ann énébour, ha gan̄d en̄krez ar péc’her. O véza ma hô deûz taolet fallagriézou war-n-oun; ha ma hô deûz va heskinet enn hô buanégez.

4Va c’haloun a zô reûstlet enn-oun; ha spoun̄t ar marô a zô kouézet war-n-oun.

5Ann aoun hag ar c’hrén a zô kroget enn-oun; hag ann dévalien é deûz va gôlôet:

6Hag em eûz lavaret: Piou a rôiô d’in diou-askel ével ar goulm, hag é nijinn, hag é arzaôinn?

7Chétu em eûz tec’het pell; hag ounn choumet enn distrô.

8Mé a c’hortozé ann hini en deûz va dieûbet eûz a fillidigez va spéred, hag eûz ann arné.

9Diskar-hi, Aotrou, rann hô zéôdou; râg gwélet em eûz ar fallagriez hag ann énébiez é kéar.

10Ar fallagriez a strôbô anézhi nôz-deiz war hé muriou; hag al labour a zô enn hé c’hreiz,

11Hag ivé ann direiz. Hag ar c’hampi hag ann touellérez a zô bépréd war hé leûriou kéar.

12Rak ma venn bét milliget gan̄d eunn énébour d’in, em bijé ken̄toc’h hé c’houzan̄vet. Ha ma ve bét gwall gomzet ouz-in gan̄d eunn dén hag en divijé va c’haséet, martézé é vijenn en em guzet ra-z-han̄.

13Hôgen té a zô eunn dén a oa a-unan gan-én̄, a oa da benn d’am c’huzul ha va miñoun brâz:

14Té péhini a zebré bôedou c’houék kévret gan-én̄; té gan̄t péhini é valéenn gan̄t unvaniez vrâz étrézé tî Doué.

15Ra zeûi ar marô war-n-hô; ha ra ziskennin̄t d’ann ivern béô buézek, ô véza ma éma ann drougiez enn hô ziez, hag enn hô zouez.

16Hôgen mé em eûz garmet étrézé Doué: hag ann Aotrou a zieûbô ac’hanoun.

17Diouc’h ar pardaez, diouc’h ar min̄tin, ha da grésteiz é tanévellinn hag é embanninn; hag hén̄ a zélaouô out va mouéz.

18Daspréna a rai va éné é péoc’h digan̄d ar ré a dôsta ouz-in: râk kalz anézhô a oa gan-én̄.

19Doué a zélaouô ouz-in, hag a vuélai anézhô, hén̄ péhini a zô abarz ar c’han̄tvéjou. Râk n’eûz kemm é-béd enn-hô, ô véza na zoujon̄t két Doué.

20Astennet en deûz hé zourn évid disteûrel d’ézhô ar péz a zellezon̄t. Saotret hô deûz hé gévrédigez.

21Skiñet in̄t bét gan̄t buanégez hé zremm; hag hé galoun a zô tôstéet. Hé lavariou a zô chouékoc’h égéd éôl; hôgen é doaré darédou in̄t.

22Taol da holl bréder war ann Aotrou, hag hen̄ hé-unan az magô: na rôiô két eur c’héflusk peûr-baduz d’ann dén reiz.

23Hôgen té, ô Doué, a gasô anézhô da bun̄s ar marô. Ann dûd a c’hoad hag a douellérez n’az ain̄t két d’ann han̄ter eûz hô deisiou; hôgen mé, Aotrou, a lakai va géd enn-od. ———— LV. PSALM. Évid ann divez, évid ar bobl a zô bét pelléet diouc’h ar zen̄t, David a lékéaz ar skrid-man̄ da en̄vor, pa oé dalc’het gan̄d diavésidi é Gét.

← Levr ar Salmoù 54Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 56 →

Study Levr ar Salmoù 55

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150