Levr ar Salmoù 60:1
O Doué, hon dislolet éc’h eûz, hon disman̄tret éc’h eûz; drouk zô bét éat enn-oud, hag éc’h eûz bét truez ouz-omp.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
2Kéflusket eo ann douar gan-éz, hag hé reûstlet éc’h eûz: iac’ha hé darzou râk kéflusket eo bét.
Cross References
1 Samuel 13:11En em ziskouéza a réjon̄t éta hô daou da ward ar Filistined; hag ar Filistined a lavaraz: Chétu ann Hébréed a zeû er-méaz eûz ar c’héviou é péré é oan̄t éat da guza.
2 Samuel 8:3David a dréc’haz ivé Adarézer, mâb Rohob, roué Soba, p’az éa évid aotrounia war ar ster a Eufratez.
2 Samuel 8:13David a zeûaz ivé da véza brudet brâz, pa zistrôé goudé béza kéméret ar Siria, ha pa lazaz triouec’h mil dén é traon̄ien ar C’hourc’hémennou.
2 Samuel 10:16Hag Adarézer a gasaz, hag a zigasaz ar Siried péré a oa enn tû all d’ar ster; hag hén̄ a lékéaz da zon̄t hô armé: hôgen Sobac’h, mestr brézélidi Adarézer, a oa prin̄s d’ézhô.