Levr ar Salmoù 60
1O Doué, hon dislolet éc’h eûz, hon disman̄tret éc’h eûz; drouk zô bét éat enn-oud, hag éc’h eûz bét truez ouz-omp.
2Kéflusket eo ann douar gan-éz, hag hé reûstlet éc’h eûz: iac’ha hé darzou râk kéflusket eo bét.
3Traou kalet éc’h eûz diskôuézet d’as pobl; gwîn-man̄tr éc’h eûz rôet d’é-omp da éva.
4Eunn arouéz éc’h eûz rôet d’ar ré a zouj ac’hanod, évit ma tec’hin̄t a zirâg ar warek; évit ma vézô dieûbet ar ré a garez,
5Dieûb ac’hanoun gan̄d da zourn déou, ha sélaou ouz-in.
6Doué en deûz komzet enn hé zan̄t; en em laouénaad a rinn ha ranna Sichem a rinn: hag é ven̄tinn traon̄ien ann teltou.
7Galaad a zô d’in, ha Manasez a zô d’in; hag Éfraim eo ners va fenn. Juda eo va roué:
8Moab eo léstr va géd. Enn Iduméa éc’h astenninn va c’hamméjou: ann diavésidi a likiinn da bléga d’in.
9Piou a gasô ac’hanoun er géar gré? Piou a gasô ac’hanoun bétég enn Iduméa?
10Ha na vézô két té, ô Doué, péhini éc’h eûz hon distolet; ha na gerzi mui gan̄d hon arméou?
11Rô d’é-omp skoazel enn hon en̄krez; râk didalvez eo skoazel ann dén.
12Gan̄d Doué é raimp traou kalounuz; hag hén̄ a gasô-da-gét ar ré a heskin ac’hanomp. ———— LX. PSALM. Évid ann divez, war ganaouennou David.