Levr ar Salmoù 65:13
Ann tourzed hô dévézô kalz dén̄ved war hô zrô, hag ann traoniennou a vézô gôlôet a éd; ann holl a iouc’hô hag a ganô. ———— LXV. PSALM. Évid an divez, kanaouen pé Psalm ann dazorc’hidigez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
12Lec’hiou kaer ann distrô a zeûiô da véza lard; hag al lévénez a c’hourizô ar c’hrec’hiennou.
Cross References
Psalms 72:16Benniget ra vézô hé hanô enn holl gan̄tvédou; keit hag ann héol, é padô hé hanô. Hag holl vreûriézou ann douar a vézô benniget enn-han̄; ann holl vrôadou a embannô hé veûrded.
Psalms 98:7Ra vézô kéflusket ar môr, ha kémen̄d a zô enn-han̄; ann douar holl, hag ar ré a choum enn-han̄.
Psalms 104:24Péger brâz eo da ôberiou, ô Aotrou! Gan̄t furnez éc’h eûz gréat pép-trâ; leûn eo ann douar eûz da vadou.
Isaiah 35:10Chétu pétrâ a leverrot da Ézéc’hias, roué Juda: Na douellet két ac’hanod da Zoué, é péhini é lékéez da fisian̄s, na lavar két: Na gouézô két Jéruzalem étré daouarn roué ann Assiried.
Isaiah 49:13Ha té éc’h eûz an̄kounac’héet ann Aotrou da grouer, péhini en deûz astennet ann én̄vou, ha diazézet ann douar? Hag éc’h eûz krénet bépréd dirâk frouden ann hini a heskiné ac’hanod, hag a oa daré d’az kolla: péléac’h éma bréma frouden da heskiner?