The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 65

1Talvézoud a ra d’id, ô Doué, é vé kanet eur werz é Sion; hag é vé rôet gwéstlou d’id é Jéruzalem.

2Sélaou out va féden: pép kîg a zeûiô étrézég enn-od.

3Geriou ar ré fallagr hô deûz hon trec’het: hôgen té a nétaiô ac’hanomp eûz hor fallagriézou.

4Gwenvidig eo ann hini éc’h eûz dilennet ha digéméret; choum a rai enn va leûrennou. Karget é vézimp gan̄t madou da dî; san̄tel eo da dempl;

5Estlammuz eo er reiz. Sélaou ouz-omp, ô Doué hor Salver, géd holl harzou ann douar, hag ar ré a zô pell er môr.

6Té péhini a starda ar ménésiou gan̄d da ners, a zô gourizet gan̄d da c’halloud:

7Té péhini a géflusk gwéled ar môr, hag a laka hé goummou da drouza. Ar brôadou a vézô reûstlet,

8Hag ar ré a choum é harzou ann douar a vézô spoun̄tet gan̄d da arouésiou; laouénaad a rî ar min̄tin, hag ar pardaez.

9Gwélet éc’h eûz ann douar, hag éc’h eûz hé vézviet; eûz a galz a vadou éc’h eûz hé garget. Ster Doué a zô bét leûn a zour; hag éc’h eûz aozet boéd évid-hô; râg ével-sé eo éc’h aozez ann douar.

10Doura hé irvi, ha kresk hé struj: hag hén̄ en em laouénai eûz hé zour, gan̄d ar frouez a zougô.

11Benniga a rî kurunen ar bloaz gan̄d da vadélez; ha da barkeier a vézô leûn a frouez.

12Lec’hiou kaer ann distrô a zeûiô da véza lard; hag al lévénez a c’hourizô ar c’hrec’hiennou.

13Ann tourzed hô dévézô kalz dén̄ved war hô zrô, hag ann traoniennou a vézô gôlôet a éd; ann holl a iouc’hô hag a ganô. ———— LXV. PSALM. Évid an divez, kanaouen pé Psalm ann dazorc’hidigez.

← Levr ar Salmoù 64Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 66 →

Study Levr ar Salmoù 65

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150