Levr ar Salmoù 68:4
Kanit da Zoué, kanit da c’hloar hé hanô; aozit ann hen̄t d’ann hini a zô piñet war ar c’hûs-héol: ann Aotrou eo hé hanô. Tridit dira-z-han̄; reûstlet é vézin̄t oc’h hé wélout.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
3Hôgen ra vanvézô ann dûd reiz, ha ra dridin̄t dirâk Doué ha ra gémérin̄t hô dudi el lévénez.
5Hén̄ péhini a zô tâd ann emzivaded, ha barner ann in̄tan̄vézed. Doué a zô enn hé léac’h san̄tel;
Cross References
Psalms 5:12Bézet diskaret hô ménoiou, kas anézhô kuit enn abek d’ann niver brâz eûz hô fallagriézou, ô véza ma hô deûz da héget, ô Aotrou.
Psalms 18:10Hag hén̄ a zô bét piñet war ar gérubined, hag en deûz nijet; nijet en deûz war askellou ann avel.
Psalms 66:4Ra azeûlô ac’hanod ann holl zouar, ha ra ganô da veûleûdi: ra ganô é gloar da hanô.
Psalms 68:33Péhini a zô piñet dreist én̄v ann én̄vou war-zû ar sâv-héol. Chétu hén̄ a rôi eunn ners brâz d’hé vouéz.