The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 68

1Ra zavô Doué, ha ra vézô skiñet hé énébourien: ha ra dec’hô a zira-z-od ar ré hô deûz kas ouz-id.

2Ével ma teû ar môged da ziaéza, ével-sé é tiaézin̄t: ével ma teûz ar c’hoar dirâg ann tân, ra vézô kollet ar béc’herien dirâk Doué.

3Hôgen ra vanvézô ann dûd reiz, ha ra dridin̄t dirâk Doué ha ra gémérin̄t hô dudi el lévénez.

4Kanit da Zoué, kanit da c’hloar hé hanô; aozit ann hen̄t d’ann hini a zô piñet war ar c’hûs-héol: ann Aotrou eo hé hanô. Tridit dira-z-han̄; reûstlet é vézin̄t oc’h hé wélout.

5Hén̄ péhini a zô tâd ann emzivaded, ha barner ann in̄tan̄vézed. Doué a zô enn hé léac’h san̄tel;

6Doué péhini a laka da choum enn hé dî ar ré a zô unvan; péhini a laka ar ré drec’het da zistrei enn hô ners, hag ar ré a hég anézhan̄, da choum er bésiou.

7Pa gerzez, ô Doué, é raok da bobl, pa dréménez enn distrô,

8Ann douar a grénaz, hag ann én̄vou a zivéraz dirâk Doué Sinai, dirâk Doué Israel.

9Ranna a rézoud, ô Doué, hervez da ioul, eur glaô d’as digwéz; ha mar d-eo bét gwanet, éc’h eûz hé grévéet.

10Da loéned a choumô enn-han̄; enn da vadélez, ô Doué, éc’h eûz hé aozet évid ar paour.

11Ann Aotrou a rôi hé c’hér d’ar ré a embannô hé c’hloar gan̄t kalz a ners.

12Roué ann arméou a déc’hô dirâg ar bobl karet-mâd; hag ann hini a gempennô ann tî, a rannô ann dibourc’h.

13Ha pa vec’h bét kousket war ann oaled, é viot hén̄vel oud eur goulm, a zô arc’han̄tet hé diou-askel, hag alaouret penn hé c’hein.

14Pa arvestô roué ann én̄v oud ar rouéed a zô savet out-han̄, hî a zeûi da véza gwenn ével erc’h Selmon.

15Ménez Doué, ménez druz, ménez strujuz, ménez lard.

16Pérâg é sellit-hu oud ar ménésiou strujuz? Eur ménez eo war béhini eo plijet gan̄d Doué choum: râg ann Aotrou a choumô war-n-ézhan̄ bétég ann divez.

17Karr Doué en deûz war hé drô ouc’h-penn dék mil, ha meûr a vil éal el lévénez. Ann Aotrou a zô enn hô c’hreiz enn hé san̄tuar ével é Sinai.

18Piñet oud ouc’h krec’h, sklaved éc’h eûz kéméret; hag éc’h eûz digémeret rôou évid ann dûd. Hag ar ré ziskrédik hô deûz gwélet pénaoz é choumé ann Aotrou Doué enn hô zouez.

19Ra vézô benniget ann Aotrou a-zeiz-é-deiz: ra rai d’é-omp Doué hor zilvidigez kaout eunn hen̄t mâd.

20Hon Doué eo, Doué ar zilvidigez; hag ann Aotrou holl-c’halloudeg eo a denn eûz ar marô.

21Hôgen Doué a vrévô pennou hé énébourien, penn blevek ar ré a gerz enn hô féc’héjou.

22Ann Aotrou en deûz lavaret: Eûz a Vasan é tenninn anézhô, eûz a wéled ar môr hô zenninn,

23Évid ma vézô livet da droad gan̄t goâd da énébourien, hag ivé téôd da châs.

24Gwélet hô deûz da zonédigez, ô Doué, donédigez va Doué; va roué a zô er san̄tuar.

25Ar brin̄sed holl gan̄d ar ganerien a iéaz d’hé ziambrouga; hag hî, é-kreiz ar plac’hed-iaouan̄k, a skôé war daboulinou.

26Bennigit Doué enn hô strolladou, bennigit ann Aotrou, c’houi péré a zeû eûz a vammennou Israel.

27Énô éma Ben̄jamin ar paotr-iaouan̄k, hag hén̄ souézet, ha prin̄sed Juda, hag hô duged; prin̄sed Zabulon, prin̄sed Neftali.

28Diskouéz, ô Doué, da ners; kréva, ô Doué, ar péz éc’h eûz gréat ennomp,

29Eûz da dempl a zô é Jéruzalem. Ar rouéed a zigasô rôou d’id.

30Sparl al loéned c’houéz a zô er raoskl, strollad poblou hén̄vel out tirvi hag oud ounnéred, péré a fell d’ézhô harlua ar ré a zô bét arnodet ével archan̄t. Skîñ ar brôadou a c’hoan̄ta ar brézel.

31Kannaded a zeûi eûz ann Éjipt; ann Étiopia a astennô da gen̄ta hé daouarn étrézé Doué.

32Rouan̄télésiou ann douar, kanit da Zoué; meûlit ann Aotrou; meûlit Doué,

33Péhini a zô piñet dreist én̄v ann én̄vou war-zû ar sâv-héol. Chétu hén̄ a rôi eunn ners brâz d’hé vouéz.

34Rôit gloar da Zoué diwar-benn Israel. Hé veûrded hag hé ners a wéleur er c’hoabr.

35Burzuduz eo Doué enn hé zen̄t, Doué Israel a rô hé-unan ann ners hag ar galloud d’hé bobl. Benniget ra vézô Doué. ———— LXVIII. PSALM. Évid an divez, évid ar ré a vézô nevézet; David.

← Levr ar Salmoù 67Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 69 →

Study Levr ar Salmoù 68

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150