Levr ar Salmoù 69:6
Na rusien̄t két enn abek d’in ar ré a c’hortoz ac’hanod, Aotrou, Aotrou ann arméou. Na vézen̄t két mézékéet enn abek d’in ar ré a glask ac’hanod, Doué Israel.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
5O Doué, té a anavez va diboell; ha va féc’héjou n’in̄t két kuzet ouz-id.
7Râg enn abek d’id eo em eûz gouzan̄vet dismégan̄s, hag eo bét gôlôet va dremm gan̄d ar véz.
Cross References
2 Samuel 23:3Doué Israel en deûz komzet ouz-in, ann hini kré eûz a Israel en deûz lavaret d’in: Néb a c’hourc’hémenn war ann dûd, ra vézô éeun ha léal; ra c’hourc’hémennô gan̄d doujan̄s Doué.
Psalms 25:3Na raet két va énébourien goab ac’hanoun; râg ar ré holl a c’hortoz ac’hanod, na vézin̄t két reûstlet.
Psalms 72:18Ha benniget ra vézô ivé hanô hé veûrdez da-vikenn; ha ra vézô leûniet enn douar holl gan̄d hé veûrdez. Bézet gréat, bézet gréat.
Luke 24:19Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: Pétrâ? Hag é léverchon̄t: Diwar-benn Jézuz a Nazaret, péhini a oé eur Profed, galloudek enn hé ôbériou hag enn hé lavariou, dirâk Doué ha dirâg ann holl bobl: