Levr ar Salmoù 69
1Savété ac’hanoun, ô Doué, ô véza ma eo deûet ann douréier bétég em éné.
2San̄ket ounn enn eur fan̄k doun, ha n’eûz kéd a galéder. Deûed ounn é gwéled ar môr: hag ar stourm en deûz va beûzet.
3Skuizet ounn bét ô c’harmi, ha va gargaden a zô bét raoulet: va daou-lagad a zô bét disman̄tret, en̄dra ma lékéenn va géd em Doué.
4Stan̄koc’h égét bléô va fenn eo ar ré a gasa ac’hanoun héb abek. Va énébourien péré a heskin ac’hanoun gan̄d direizded a zô krévéet; paéet em eûz ar péz n’em bôa két kéméret.
5O Doué, té a anavez va diboell; ha va féc’héjou n’in̄t két kuzet ouz-id.
6Na rusien̄t két enn abek d’in ar ré a c’hortoz ac’hanod, Aotrou, Aotrou ann arméou. Na vézen̄t két mézékéet enn abek d’in ar ré a glask ac’hanod, Doué Israel.
7Râg enn abek d’id eo em eûz gouzan̄vet dismégan̄s, hag eo bét gôlôet va dremm gan̄d ar véz.
8Ével eunn diavésiad ounn deûet évit va breûdeûr; hag ével eunn tréméniad évid bugalé va mamm.
9Râg ann oaz eûz da dî a wast ac’hanoun; hag ann dismégan̄sou a zô bét gréat d’id a zô kouézet war-n-oun.
10Gôlôet em eûz va ené er iûn; ha kémen̄t-sé a zô deûet da zismégan̄s din.
11Kéméret em eûz eur zaé-reûn da wisk: hag ounn deûet da zorc’hen d’ézhô.
12Ar ré a oa azézet é-tâl ar porz a lavaré droug ac’hanoun; hag ar ré a évé gwîn a gané diwar va fenn.
13Évidoun-mé, Aotrou, mé a réa va féden d’id ô lavarout: Chétu, ô Doué, ann amzer da ziskouéza da vadélez. Sélaou ouz-in hervez ma’z eo brâz da drugarez, ha gwirionez da zilvidigez.
14Tenn ac’hanoun eûz ar fan̄k, évit na zan̄kinn két enn-han̄: dieûb ac’hanoun eûz ar ré a gasa ac’hanoun, hag eûz a wéled ann douréier.
15Na veûzet két ac’hanoun ar stourm dour, ha na loun̄ket két ac’hanoun ar poull-doun: ha na zerret két ar pun̄s hé c’hénou war-n-oun.
16Sélaou ouz-in, Aotrou, ô véza ma eo hégarad da drugarez; sell ouz-in hervez da zaman̄tou brâz.
17Ha na zistrô két da zaoulagad diouc’h da baotr; ô véza ma émounn enn en̄krez, sélaou buan ouz-in.
18Laka évez out va éné, ha dieûb anézhan̄; tenn ac’hanoun a boan enn abek d’am énébourien.
19Té a anavez va dismégan̄s, va méz ha va mézégez.
20Ar ré holl péré a en̄krez ac’hanoun a zô dira-z-od: va c’haloun é deûz gortozet ann dismégan̄s hag ar reûz. Ha mé em eûz gortozet ma teûjé eur ré d’én em c’hlac’hari gan-én̄, hag hini n’en deûz hé c’hréat; ma teûje eur ré d’am zic’hlac’hari, ha n’em eûz kavet hini.
21Hag hi hô deûz rôet béstl d’in da voéd, ha digaset d’in em sec’hed gwîn-egr da éva.
22Ra zeûi hô zaol ével eur roued, ével eul lamm, évit béza da c’hôbr d’ézhô.
23Ra dévalai hô daoulagad évit na wélin̄t két; ha laka hô c’hein da véza kroumm bépréd.
24Skûḻ war-n-ézhô da vuanégez; ha ra gouézô war-n-ézhô frouden da vuanégez.
25Ra vézô hô c’héar didûd: ha na choumet dén dindân hô zeltou,
26O véza ma hô deûz heskinet ann hini ez pôa skôet; hag hî hô deûz kresket c’hoaz poan va gouli.
27Lez-hi da lakaat fallagriez war fallagriez; ha n’az aen̄t két enn da reizded.
28Ra vézin̄t lamet eûz a levr ar ré véô; ha na vézen̄t két skrivet gan̄d ar ré reiz.
29Mé a zô paour ha glac’haret; da c’halloud, ô Doué, en deûz va zavétéet.
30Meûli a rinn hanô Doué enn eur gana; hag é uc’hélainn anézhan̄ gan̄t va meûleudi.
31Hag hétusoc’h é vézô kémen̄t-sé da Zoué égéd eul leûé iaouan̄k da béhini é sâv kerniel ha karn.
32Ra wélô ar béorien kémen̄t-sé ha r’en em laouénain̄t: klaskit Doué, hag hoc’h éné a vévô:
33Râg ann Aotrou en deûz sélaouet oud ar béorien; ha na zispriz két ar ré a oa enn hé éréou.
34Ann én̄vou hag ann douar, ar môr, ha kémen̄t loen a zô enn-hô, ra veûlin̄t anézhan̄.
35Râk Doué a zieûbô Sion; ha keriou Juda a vézô savet; hag hî a choumô énô, hag hô dévézô anézhi da zigwéz.
36Ha gwenn hé zervicherien a vézô perc’hen d’ézhi; hag ar ré a gâr hé hanô a choumô enn-hi. ———— LXIX. PSALM. Évid an divez, Psalm David enn én̄vor m’en dôa Doué hé dennet a boan.