Levr ar Salmoù 7:16
Eur poull en deûz digoret, hag hé gleuzet en deûz; ha kouézet eo enn toull en dôa gréat.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
17Hé zroug a zistrôiô war hé benn hé-unan; hag hé fallagriez a ziskennô war hé chouk hé-unan.
Cross References
1 Samuel 23:9Hôgen David a zavaz ivé war hé lerc’h; hag ô véza éat er-méaz eûz ar c’héô, é c’harmaz adré d’ézhan̄, ô lavarout: Aotrou, va roué. Ha Saül a zistroaz da wélout: ha David oc’h en em strin̄ka d’ann douar, a azeûlaz,
1 Samuel 26:10Hag Akis a lavaré d’ézhan̄: War-zû péléac’h éc’h eûz-té argadet hiriô? Ha David a lavaré: War-zû ar c’hrésteiz eûz a Juda, ha war-zû ar c’hrésteiz eûz a Jéraméel, ha war-zû ar c’hrésteiz eûz ar Séni.
Esther 9:25Ha goudé-zé Ester a iéaz da gavout ar roué, hag a bédaz anézhan̄ da ziarbenna gwall-ioul Aman gan̄d eul lizer é hanô ar roué; ha ma tistrôjé war hé benn hé-unan ann droug en dôa mennet oud ar Iuzevien. Enn-divez stapet é oé-hén̄ oud ar groug, hag hé vipien ivé.
Psalms 9:16Ann Aotrou a vézô anavézet diouc’h ar varn a rai; ar péc’her a zô bét paket é labouriou hé zaouarn.