Levr ar Salmoù 7
1Aotrou va Doué, eno-od em eûz lékéat va géd: diwall ac’hanoun eûz va holl heskinérien, ha dieûb ac’hanoun,
2Gan̄d aoun na skrapfé va éné ével eul léon, pa n’eûz hini a helfé va zenna ac’hanô, na va dieûbi.
3Aotrou va Doué, ma em eûz gréat kémen̄t-sé, ma éz eûz fallagriez em daouarn,
4Ma em eûz distolet ann drouk da néb en dôa hé c’hréat d’in, ra gouézinn dic’héd dindan dourn va énébourien.
5Ra heskinô ann énébour va éné, ha ra gémérô anézhan̄: ra vrévô va buez war ann douar, ha ra gasô da boultr va gloar.
6Sâv, Aotrou, enn da vuanégez: ha diskouéz da c’halloud é-kreiz va énébourien.
7Sâv, Aotrou va Doué, hervez ar gélen éc’h eûz gourc’hémennet.
8Ha strollad ar boblou a iélô war-drô d’id; hag enn abek da-zé distrô d’ann néac’h.
9Ann Aotrou a varn ar boblou; barn ac’hanoun, ô Aotrou, hervez va reiz, hag hervez ma’z ounn dibec’h (T).
10Drougiez ar béc’herien a iélô da-gét; ha té a rénô ann dén reiz, ô Doué, péhini a furch er c’halonou hag enn digroazel.
11Gan̄d reizded é c’hédann skoazel ann Aotrou, péhini a zavété ar ré a zô éeun a galoun.
12Doué a zô eur barner reiz, kré hag habask; ha mon̄t a ra droug enn-han̄ bemdez?
13Ma na zistrôit két, éc’h hejô hé glézé: hé wareg en deûz sten̄et, hag é aozet en deûz.
14Aozet en deûz enn-hi binviou a varô; oud ar ré virvidik em énep en deûz reizet hé zaésiou.
15Chétu va énébour (M) en deûz digaset ann direizded; ann droug en deûz en̄géhen̄tet, hag ar fallagriez en deûz ganet.
16Eur poull en deûz digoret, hag hé gleuzet en deûz; ha kouézet eo enn toull en dôa gréat.
17Hé zroug a zistrôiô war hé benn hé-unan; hag hé fallagriez a ziskennô war hé chouk hé-unan.
18Meûli a rinn ann Aotrou enn abek d’hé reizded; ha kana a rinn da hanô ann Aotrou ann Uc’hel-meûrbéd. ———— VIII. PSALM. Évid ann divez, évid ar gwaskellou. Psalm David.