Levr ar Salmoù 86:14
O Doué, ar ré fallagr a zô savet em énep, ha strollad ar ré c’halloudek hô deûz klasket va éné: ha n’hô deûz két da lékéat dira-z-hô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
13O véza ma eo brâz da drugarez em c’hén̄ver, ha ma éc’h eûz tennet va éné eûz ann ifern ann izéla.
15Hôgen té, Aotrou, a zô eunn Doué truézuz ha trugarézuz, habask ha leûn a vadélez, ha gwirion.
Cross References
2 Samuel 15:1Goudé-zé Absalom a lékéaz ôber kirri évit-han̄, hag a géméraz marc’heien, hag han̄ter-kan̄t dén évit kerzout enn he raok.
2 Samuel 17:14Hag Absalom, hag holl dûd Israel a lavaraz: Gwelloc’h eo kuzul Kusai, ann Arac’hit, égét kuzul Ac’hitofel: râk dré ioul ann Aotrou eo é oé diskaret kuzul Ac’hitofel, évit ma tigazc’hé ann Aotrou drouk war Absalom.
Psalms 10:11Râk lavaret en deûz enn hé galoun: Doué en deûz an̄kounac’héet; distrôet en deûz hé zaoulagad évit na wélô bikenn.
Psalms 14:4Ar ré holl péré a ra fallagriez, hag a loun̄k va fobl ével eunn tamm bara, ha na anavézin̄t két kémen̄t-sé?
Psalms 36:11Na zeûet két bétég enn-oun troad ann dén rôk; ha na fin̄vet két ac’hanoun dourn ar péc’her.
Psalms 54:5Distol ann droug war va énébourien; ha kâs-hi da-gét enn da wirionez.