The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 86

1Diskenn, Aotrou, da skouarn, ha sélaou ouz-in; râk tavan̄tek ha paour ounn.

2Mir va éné, ô véza ma ounn san̄t; savété, va Doué, da zervicher, péhini a laka hé c’héd enn-od.

3Az péz truez ouz-in, Aotrou, ô véza ma em eûz garmet ouz-id héd ann deiz. 4- Laouéna éné da zervicher, ô véza ma em eûz savet va éné étrézég enn-od, ô Aotrou,

4

5O véza, Aotrou, ma oud kûn̄ hag hégarad, ha ma skuḻez kalz trugarézou war ar ré holl a c’halv ac’hanod.

6Rô skouarn, Aotrou, d’am péden; ha laka évez out mouéz va goulenn.

7É deiz va en̄krez em eûz garmet étrézég enn-od, ô véza ma éc’h eûz sélaouet ouz-in.

8N’eûz hini hén̄vel ouz-id, ô Aotrou, é touez ann douéed; ha n’eûz ôber é-béd hén̄vel oud da ôberiou.

9Ann holl vrôadou éc’h eûz gréat, a zeûi hag a azeûlô dira-z-od, Aotrou; hag hî a énorô da hanô,

10O véza ma oud brâz, ha ma réz burzudou; n’eûz Doué é-béd néméd-od.

11Kâs ac’hanoun, Aotrou, enn da hen̄t, hag éz inn enn da wirionez: va c’haloun en em laouénai évit ma toujô da hanô.

12Da veûli a rinn, Aotrou va Doué, a greiz va c’haloun, hag éc’h énorinn da hanô da-vikenn,

13O véza ma eo brâz da drugarez em c’hén̄ver, ha ma éc’h eûz tennet va éné eûz ann ifern ann izéla.

14O Doué, ar ré fallagr a zô savet em énep, ha strollad ar ré c’halloudek hô deûz klasket va éné: ha n’hô deûz két da lékéat dira-z-hô.

15Hôgen té, Aotrou, a zô eunn Doué truézuz ha trugarézuz, habask ha leûn a vadélez, ha gwirion.

16Sell ouz-in, hag az péz truez ouz-in: rô da c’halloud d’as paotr; ha dieûb mâb da vatez.

17Grâ enn-oun eunn arouéz er mâd, évit ma vézô gwélet gan̄d ar ré a gasa ac’hanoun, ha ma vézin̄t mézékéet, ô véza, Aotrou, ma éc’h eûz va skoazellet, ha va dic’hlac’haret. ———— LXXXVI. PSALM. Évit mipien Koré, Psalm pe kanaouen.

← Levr ar Salmoù 85Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 87 →

Study Levr ar Salmoù 86

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150