Levr ar Salmoù 92:11
Va lagad a zellô gan̄t faé out va énébourien; ha va skouarn a glevô héb aoun ar ré fallagr a zavô em enep.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
10Ha va galloud a vézô uc’héléet ével korn ann unikorn ha va c’hôzni a vézô leûniet gan̄d da drugarez.
12Ann dén reiz a vleûn̄vô ével ar wézen-balmez; ével gwéz-sedr al Liban é kreskô hé niver.
Cross References
Psalms 23:5Eunn daol éc’h eûz aozet dira-z-oun, râg énep d’ar ré a heskin ac’hanoun. Lardet éc’h eûz va fenn gan̄d éôl: ha va c’hôp mezvuz, péger kaer eo!
Psalms 54:7Râg eûz a béb en̄krez éc’h eûz va dieûbet; ha va lagad en deûz sellet gan̄d herder out va énébourien. ———— LIV. PSALM. Évid ann divez, war ar c’hanaouennou, poell da Zavid.
Psalms 91:8Koulskoudé té a zello gan̄d da zaoulagad; hag é wéli kastiz ar béc’herien.
Psalms 112:9Skuḻet en deûz hé vadou, war ar béorien; hé reizded a choum enn holl gan̄tvéjou; hé c’halloud a vézô savet er c’hloar.