The Bible Software
Levr ar Salmoù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Salmoù 92

1Mâd eo meûli ann Aotrou, ha kana d’as hanô, Uc’hel-meûrbéd,

2Évid embanna da drugarez a-zoug ann deiz, ha da wirionez a zoug ann nôz,

3War al liren dék-korden, gan̄t kanaouennou, ha war ann délen;

4O véza, Aotrou, ma éc’h eûz va diduellet gan̄d da labour: hag é trîdinn é ôberiou da zaouarn.

5Péger brâz eo, Aotrou, da ôbériou! Pegen doun eo da vénosiou!

6Ann dén diskian̄t n’hô anavézô két; hag ann dén diboell n’hô c’hlévô két.

7Pa vézô savet ar béc’herien ével ar géot; ha pa vézô en em ziskouézet ar ré holl péré a râ fallagriez; hî a vézô kollet da-vikenn.

8Hôgen té, Aotrou, a zô ann Uc’hel-meûrbéd a-viskoaz-da-vikenn.

9Râk chétu da énébourien, ô Aotrou, râk chétu da énébourien a ia da goll; hag ar ré holl a râ fallagriez a vézô skiñet.

10Ha va galloud a vézô uc’héléet ével korn ann unikorn ha va c’hôzni a vézô leûniet gan̄d da drugarez.

11Va lagad a zellô gan̄t faé out va énébourien; ha va skouarn a glevô héb aoun ar ré fallagr a zavô em enep.

12Ann dén reiz a vleûn̄vô ével ar wézen-balmez; ével gwéz-sedr al Liban é kreskô hé niver.

13Ar ré a zô plan̄tet é tî ann Aotrou, a vleûn̄vô é porched ti hon Doué.

14Kreski a rain̄t adarré hô niver enn eur gôzni leûn a vadou; hag hî a vézô habask brâz,

15Évit ma embannin̄t: Péger reiz eo ann Aotrou hon Doué; n’eûz fallagriez é-béd enn-han̄. ———— XCII. PSALM. Meûleûdi pé kanaouen David enn derc’hen̄t ar sabbat, pa oé diazézet ann douar.

← Levr ar Salmoù 91Read In The App, Free →Levr ar Salmoù 93 →

Study Levr ar Salmoù 92

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschCharles SpurgeonScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627282930313233343536373839404142434445464748495051525354555657585960616263646566676869707172737475767778798081828384858687888990919293949596979899100101102103104105106107108109110111112113114115116117118119120121122123124125126127128129130131132133134135136137138139140141142143144145146147148149150