Lizher d'ar Romaned 2:3
Té éta, ô dén, péhini a damall ar ré a ra ann traou-zé, hag hô grâ da-unan, ha menna a réz-té é hellfez tec’houd diouc’h barn Doué?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
2Râg gouzoud a réomp pénaoz Doué a varn hervez ar wirionez ar ré a ra ann traou-zé.
Read all of Lizher d'ar Romaned 2
Cross References
2 Samuel 10:3Prin̄sed mipien Ammon a lavaraz da Hanon, hô aotrou: Ha té a gred pénaoz eo évid énori da dâd, ha da zizoania en deûz digaset David étrézég enn-oud; ha né két évid anaoud da géar, sellout-pîz out-hi, évid hé diskara, en deûz digaset David hé zervicherien étrézég enn-oud?
Psalms 50:21Kémen̄t-sé éc’h eûz gréat, hag ounn tavet. Krédet éc’h eûz, dén fallagr, pénaoz é vijenn hén̄vel ouz-id; da damallout a rinn, hag é likiinn ac’hanod dira-z-od da-unan.
Proverbs 11:21Ar gwall zén na vézô két dinam, ha p’en défé hé zaouarn ann eil enn égilé; hôgen gwenn ar ré reiz a vézô dieûbet.
Ezekiel 17:15Hé-man̄ ô sével a-énep d’ézhan̄ a gasaz kannaded da roué ann Éjipt, évit ma rôjé d’ézhan̄ kézek, ha kalz a dûd. Hag hén̄ a zeûi da vâd? Néb en deûz gréat enn doaré-zé, hag hén̄ a vézô dieûbet? Néb en deûz torret ar gévrédigez, hag hén̄ a hellô tec’hout?
Daniel 10:19Hag a lavaraz: N’az péz két a aoun, dén c’houék; ar péoc’h ra vézô gan-éz; en em gréva, ha béz kré. Ha pa gomzé ouz-in, en em grévaiz, hag é liviriz: Komz, va Aotrou, ô véza ma éc’h eûz va c’hrévéet.